EIL
LODENN :
HA DOUE EO JEZUZ KRIST ? |
Introduction | Lodenn gentañ : Hag istorel eo Jezuz ?
An dae dreist-kred en istoregezh Jezuz eo e c'hellfe e anv bezañ liammet ouzh bezoud Doue. Unan eo eus an abegoù m'o devez kemend-all a dud poellek diaesterioù bras kenan oc'h anzav istoregezh Jezuz : aon o deus, en ur lavarout ya, d'en em gavout rediet da anzav e zoueegezh. E-touez holl dud an istor ez eo Jezuz an hini a zegas gantañ ar muiañ a gilenebiezhoù. E c'houlenn : " Ha c'hwi, petra a lavarit-hu ez on-me ? " a gas en tu-hont d'an istor ha d'ar bezoud. N'eo ket Jezuz hepken, ni eo a zo anv ac'hanomp. N'omp ket mennet da respont en un nebeud pajennoù, nag evit pep unan, d'ar c'hudennoù-se. Kinnig ne reomp ken nemet digeriñ un nor war ar c'hevrin. Setu ar c'hrafoù emaomp o vont da zegas :
I - DAOUST HA GRAET EN DEUS DOUE ANEZHAÑ ? Pa vez kemeret a-zevri bezoud istorel Jezuz Krist, e c'heller en em c'houlenn hag en em selle evit gwir evel Doue, p'en gweler kement evel un den gwirion. Darn eus ar veizourion a-vremañ a lavar groñs n'en em selle ket Jezuz Krist evel Doue : gant e ziskibion e vije bet kaeraet an istor goude e varv. Gwir eo en em ziwall Jezuz gant evezh e derou e vuhez foran da vezañ galvet ar Mesiaz, ur ger kevrinus met a bouez bras evit Yuzevion e amzer. Kuzhat ha klask a ra kuzhat e ve Sant Israel, ar Mesiaz, Mab Doue anezhañ. Aezet eo da zisplegañ. Edo ar Yuzevion end-eeun o c'hortoz ur Mesiaz, er c'hantved kentañ, ur Mesiaz na ouied ket re vat piv e vefe, ha Krist zo ur ger gresianek o talvezout kement ha Mesiaz, an hini en deus resevet un arouez dre an olev benniget gant Doue evel ar roue David. Met disheñvel e oa ar goanag-se hervez an dud : evit ar vroadelourion gravezel (ne oa ket diforc'h etrezo), e oa ar Mesiaz da vezañ un dieuber politikel o tegas en-dro da Israel an dishualded diouzh ar Romaned. Evit darn all, evel ar Werc'hez Vari, Elizabed, Simeon, Anna, h.a., ez eo kalz donoc'h, ar Gortoz eo eus Promesa Doue, promesa ar silvidigezh, promesa an dasorc'h (ar Farizianed ivez ma komzer kalz anezho en Avieloù hag en Oberoù an Ebestel, a grede e dasorc'h ar re varv). Hevelep promesa gant Doue avat, den ne ouie c'hoazh petra e vo : emañ Jezuz o vont d'e ziskuliañ bep un tamm, en ur ziwall da reiñ pouez da skeudennoù faos ar Mesiaz. "MAB AN DEN" Meur a wech en Aviel, e komz Jezuz eus " Mab an Den ", en ur lakaat tamm ha tamm warnañ e-unan ar c'herienn-mañ. Pehini a oa he ster ? En ul levr eus an Testamant Kozh, levr Daniel, emañ ar c'herienn ha skeudenn ar Mab-an-Den-mañ. (Daniel 7, 9-14 ; 15-28). Talvezout a ra ken ha ken un den, mab an den anezhañ, eus saviad mab-den, hag un den o trehontiñ ent kevrinleun saviad mab-den, " ur vestroniezh trafadel eo e vestroniezh ha ne vo ket lamet kuit ", ha " setu o tont war goabrennoù an oabl evel Mab an Den ". Ar profed Ezekiel endeo en doa komzet (Ez. 1, 26) eus ur boud azezet war garr brudet Ezekiel, ur boud heñvel ouzh un den, dezhañ war un dro klod Doue. Neuze 'ta, daoust pegen kevrinus e c'hell bezañ an dremm-hont eus Mab an Den en amzer Jezuz, hevelep titl emañ o vont da arc'hañ evitañ dirak barnerion lez-varn vras ar Yuzevion, ar Sanhedrin : " Diwar vremañ e vo Mab an Den azez en tu dehou da c'halloud Doue " (Lk 22, 69). Ha neuze e kendalc'h an danevell : " An holl a lavaras : Te zo mab Doue eta ? Hag e tisklerias dezho : C'hwi a lavar mat, me zo " (Lk 22, 70). Diverromp : Jezuz en deus arc'het e gwirionez, d'e goulz, an devoud bezañ Doue. Ha war an hevelep tro en deus arc'het ivez an devoud bezañ un den evit gwir : " Ennoñ-me, emezañ well wazh, Doue zo en em c'hraet den evit degouezhout ganeoc'h (10) ". Hevelep diskleriadur a zeu gant Jezuz gant ton, d'ar pred ma oar emeur o vont d'e gondaoniñ d'ar marv en abeg da gement-se.
II - HA DOUE AR FILOZOFED EO DOUE JEZUZ KRIST ? Darn a c'hellfe soñjal, p'emañ Jezuz Krist oc'h arc'hañ bezañ Doue, ez eo hepken diouzh meiz filozofel ar Yuzevion. Peseurt darempredoù a c'hellfe bezañ etre hevelep Doue ha Doue ar filozofed ? Un Doue, lakaet e ve anezhañ, diazezet a bep amzer war an nebeutañ a berzhioù. Moarvat en deus Jezuz Krist soñjet er gudenn. Arc'het en deus bezañ war un dro Doue Israel ha Doue an hollved hervez ar poell. Un arroud deskus ez eus en Aviel er c'heñver-se (Yn 8, 56-58). Emañ ar Yuzevion o tabutal gantañ ha setu an arroudenn bennañ :
O klevout kement-se e kemeras ar Yuzevion mein da zarc'hav gantañ, rak arc'hañ a rae an doueelezh, ober a rae Doue anezhañ. Evel ma nac'hent e sellout evel Doue, n'o doa ken nemet barn edo o vlasfemiñ, edo neuze o wall-gunujenniñ Doue. Met ar pezh a zo dedennus evidomp n'eo ket nac'hadenn ar Yuzevion hag he disoc'hoù, hogen diskleriadenn Jezuz. Hag ur souezh eo hevelep diogeladenn oc'h ober dave war un dro da destennoù kozh ha spesadel Israel hag o kas ivez d'an Doue a c'hall goulenn pep den. An distro da framm ar Bibl, spesadek da Israel, a ziskouez en deus Doue an Testamant Kozh en em ziskouezet da vMoshe dre an anv : " Me zo ", " Me an hini a zo " (Erm. 3, 14) hag evel Doue Abraham, Iza'hak ha Yaakov (Erm. 3, 6). Pa lavar " Me zo " e diavaez an amzer, ez arc'h Jezuz an doueelezh hervez mennadoù ar filozofed, da lavarout eo an drafadelezh pe ar bremañ trafad. Doue n'en deus na ganedigezh na diwezh. N'emañ e vezoud e dalc'h nep hini. Eñ zo war un dro Doue Abraham, Is'hhak ha Yaakov, Doue an Israeliz ha Doue ar grouadelezh.
III - PENAOS EZ ENSAMM JEZUZ KRIST AN DIAC'HINAD : DOUE HA DEN ? Evit skoaziañ da gompren, dibabomp ur skeudenn eus an Testamant Kozh, dres d'ar mare m'en em ziskouez Doue da vMoshe evel " An hini a zo " : istor ar Vodenn flamm. Un emziskouezadenn gaer meurbet eo gant Doue o kemenn war-dro 1 500 vloaz en a-raok mister Jezuz Krist, gwir Doue ha gwir den. Moshe, o tiwall tropelloù e dad-kaer Yetro, a wel war venez Sinai ur bod o teviñ hep kuzumiñ (Erm. 3). Tostaat a ra evit gwelout ar burzhud-se,, hag eus ar bod e komz ur vouezh outañ :
Moizez, nebeut goude, a c'houlenn e anv digantañ, hag e respont : " Me eo an hini a zo ". D'ar gomz-se eo e rae Jezuz meneg e-kerz e zael gant ar Yuzevion usveneget : " Me zo ". Hogen ar skeudenn estlammus eus ar vodenn o teviñ hep kuzumiñ eo ivez ar skeudenn eus an Doue krouer. An Doue hollc'halloudek o tont en e grouadelezh, er vodenn-hont ; hag, e-lec'h pulluc'hañ pep tra, e-lec'h lakaat pep tra da darzhañ, gant e c'halloud ken bras ma 'z eo gouest da ziskouez e ouezvoud aroueziet gant an tan, hep na vije distrujet nag un delienn nag ur gorzenn eus ar bod. Evel-se, pa 'z eo deuet Doue da zen, n'en deus lakaet e hollc'halloud netra da darzhañ e natur mab-den. Setu pezh a embann an Iliz pa lavar ez eo Jezuz Krist gwir Doue ha gwir den.
IV. PERAK DOUE JEZUZ KRIST HA NEKET UN ALL ? Dre Jezuz Krist hon eus anavezet an Doue-Treinded, an hini a zo unan e tri Ferson, an Tad, ar Mab (Jezuz Krist) hag ar Spered Santel. Met daoust ha rediet omp da grediñ e Jezuz Krist, pe gallout a reer kaout doueed all ? N'hell bezañ nemet un Doue ; neuze 'ta, mard eo Jezuz Krist, eñ eo Doue (e tri Ferson, dezho an un karantez, an un mennantez). N'eus tu ebet da gaout unan all a-gevret gantañ, anez se ne vije ket Doue an hini kentañ, ar Peurvoud. Ha neuze ? Daoust ha krediñ a c'hellfen en un Doue estreget Jezuz Krist ? Mar kavit un Doue gwelloc'h eget Jezuz Krist, kemerit eñ. Evit a sell kavout ur gravez all, setu ar pezh a lavare Talleyrand. Edo unan eus paotred ar " Sklerijennoù " o kinnig, e-kerz an Dispac'h, ober ur gravez nevez gant ar Rezon da gemer lec'h ar gristeniezh. Ha fellout a rae dezhañ tizhout war an divoud-se mouezhioù ar gannaded. A-benn pemp munutenn e savas Talleyrand war e gomz en ur lavarout : " Ho krediñ a raimp a-youl gaer, aotrou, pa viot marv evit ho kravez ha pa zeuot da vev tri deiz goude ".
V. PESEURT SKEUDENN A RO JEZUZ KRIST EUS DOUE ? Kendalc'h ar respont eo d'ar goulenn a-raok. Kalz a dud o deus aon rak Doue. Un deiz bennak, e Siberia, nebeut amzer goude diwezh ar gomunouriezh (1992), e reas studierion ar goulenn-mañ ouzhimp : " Bremañ pa 'z omp dieubet diouzh ar gomunourion, ha dont a raimp da vezañ sklaved da Zoue ? " Pa reer ar goulenn-se da Jezuz Krist, e respont damdost kement-mañ, neket dre gomzoù, hogen dre oberoù : An Doue ma 'z omp-ni, va Zad ha me, a ziskouezan deoc'h da Nedeleg, pa 'z on ganet en ho touez. Dont a ran er bed evit ho taremprediñ evel ur bugel, neket evel un diktatour hollc'halloudek. Komprenit-hu neuze ar pezh a glaskan : neket pouezañ war ho rezid dre an nerzh pe an aon, met ho tegas da 'm c'harout. Ha ne vez ket karet nemet a-youl gaer. E-touez meur a hini all, ez eo skeudenn ar pardon eo a ro dimp Jezuz Krist. War ar groaz, tra m'emañ o vervel, e lavar Jezuz d'e Dad : " Pardonit dezho, rak n'ouzont ket petra a reont ". Ha neuze, war ar groaz adarre, d'an torfedour, d'al laer mat, o lavarout dezhañ : " Jezuz, bez soñj ac'hanon pa zeui e'z Rouantelezh ", e lavar Jezuz :
An Doue o pardoniñ hag o reiñ ar Baradoz, ha gwelloc'h Doue ez eus egetañ ? _____________________________________________________ (10) Evel just, a-hed e vuhez foran, e ra Jezuz gant troioù-lavar disheñvel ha parabolennoù evit lavarout an devoud ken souezhus : ar gour hag e bried, Rouantelezh Doue, Mab da Vestr ar winienn, ar Berlezenn brizius. Met " Mab an Den " zo a-walc'h amañ evit digeriñ ar gudenn.
|