Sommaire des dossiers
Hag istorel eo Jezuz ?
Ha doue eo Jezuz Krist

 

 


DIGORADUR

      Hag istorel eo Jezuz ? Ha Doue eo Jezuz Krist ?

      Pe ya pe nann e vije bet ar respont endeo, ar goulennoù-se ez eus anezho.

      Ha pep den, en un doare bennak, a ra ar goulennoù-se en ur prantad bennak eus e vuhez.

      El levrig-mañ e kinnigomp un tostaat kentañ, gant ar gwellañ fedoù a-vremañ, ar re a c'heller degemer da ziogelañ. Da bep unan, adalek neuze, gwelout penaos e c'hall kas war-raok e imbourc'h, e brederiadenn pe e zisentez. Darn a vo plijet o vont pelloc'h gant o zrevell ; evidomp-ni, laouen e vezimp mar gallomp o skoazellañ da vont tre gant an hent.

      Daou c'houlenn evit degas ar gudenn :

 

1. Petra a venner lavarout dre ar ger " istorel " ?

     Er ster eeunañ, lavarout eus unan bennak ez eo istorel evit gwir, a dalvez da lavarout :

  1. en deus bevet e gwirionez an den-se ;
  2. e ouzer diwar e benn un nebeud traoù diarvar ;
  3. e c'heller, diouzh a c'hoarvez, lakaat skridoù pe gomzoù war e gont. Al lavarennoù pe zezrevelloù distaget a c'hall bezañ istorel ha gwiriek, ger evit ger pe dre ster al lavarennoù

     Dav eo diverzhout ar wirionez istorel diouzh ar c'helaouerezh. Da skouer, evit drouziwezh Attila, e 451, er Maezioù Katalonek, e c'houzomp an darvoud, an deiziad, anv ar penngadour trec'hour, Aetius, e genemsavidi enep Attila. Met, evit an nemorant eus an degouezh, n'hon eus nemet ar pezh en deus danevellet diouzh e c'hiz, ha neket diouzh hon hini, unan pe un all eus aozerion gall-ha-roman ar pempet kantved. Ha neoazh e vo lavaret gant gwir abeg ez eus tud ha fedoù istorel eus Attila, Aetius, emgann ar Maezioù Katalonek hag e zilerc'hioù : n'heller ket bezañ en arvar a-fet o gwirionded.

     Padal, ez eus kalz a dud hiziv na ouzont ket ez eo Jezuz un den istorel gwirion hag e c'hall e gomzoù bezañ anavezet en o gwirionez rik. Kinnig a reomp eta d'an holl re o deus c'hoant bezañ titouret reizh war ar gudenn ober o imbourc'h ganimp. Evit se e tegasimp ar pep pennañ eus an deskamant war an hendraouriezh, an douaroniezh istorel, war istor an ensavadurioù, war studi an dornskridoù hag ar yezh, koinê an amzer-hont, da lavarout eo ar gresianeg eeun a oa yezh voutin ar rannvroioù kreizdouarat da vare Jezuz hag, evit komz resisoc'h, adalek damdost ar bloaz 6 kHS betek ar bloaz 35 evit buhez Jezuz, ha sur a-walc'h betek diwezh ar c'hantved kentañ, d'ar pellañ (bloaz 100), evit skridaozañ an Avieloù ha levrioù an Testamant Nevez.

     An hentenn a ray dimp a-hend-all imbourc'hiñ ha breutaat an arbennadennoù pennañ pe an dezvarnadennoù anavezet. Ar re-mañ a glask evit gwir, neket nac'h en deus bevet Jezuz tra dic'hallus hogen esae nagenniñ un tamm bennak gwirionded e zremm hag e giminiadezh.

     Ar burutelladennoù zo tu d'o imbourc'hiñ spis, pa glotont alies ouzh goulennoù damsklaer, mui pe vui, a c'hallomp ober.

     Rak ar feizidi a ra ar goulennoù-se. N'eo ket dre m'en deus fiziañs en den hag en e gannadiezh, e vefe ar feizad hep ober goulennoù war istoregezh Jezuz. Er c'hontrol, ober a ra goulennoù pep den, ha marteze gant muioc'h a lemmded rak, seul vui m'en deus karantez evitañ, seul vui e klask anavezout e zremm wirion.

 

2. Piv a glask gouzout hag istorel eo Jezuz ?

      Evel m'emaomp o paouez lavarout, e kar ar feizidi, na petra, gouzout muioc'h a-fet Jezuz. An dud difeiz ivez. E levraouegoù bras Europa, an danvez a ra an niverusañ titloù a levrioù eo Doue. An eil eo Jezuz. Ha kement-mañ zo gwir moarvat en nemorant eus ar bed.

      Penaos henn diskleriañ ? War-dro ur miliard ha daou c'hant milion a gristenion zo e-tailh da gemer intrudu gant ar goulenn. E-touez ar pevar miliard a dud digristen, ez eus ivez un niver bennak a blijfe dezho gouzout...

      Ar souezhusañ marteze eo niver an dud andoue o klask hag o skrivañ war an divoud. Darn zoken o tiskouez un nerzh estlammus da vurutellañ ha da rendaelañ. Ur merk a ziouer a beoc'h diabarzh marteze e ti unan pe un all en o zouez. Daoust ha ne zeufe ket o enebiezh dre m'o defe ur skeudenn fall eus Jezuz ? Rak pep den, e rin e galon, ne c'hall degemer na c'hoantaat nemet un Doue mat. Ha tra n'en deus ket e gavet, an Doue-mat-hont, e vez marteze ul lodenn bennak ennañ n'he deus ket kavet he levenez.

      Setu perak, el levrig-mañ, n'eus ken da bal ganimp nemet reiñ elfennoù o respont war Jezuz istorel d'ar feizidi, met ivez, ha dreist-holl, kinnig an elfennoù-se evel danvez prederiañ da gement den o klask gouzout ha lavarout e soñj en un doare reizh,

  1. Diwar-benn gwirionez istorel Jezuz ;
  2. Diwar-benn pezh a ro da soñjal e c'hall Jezuz bezañ Doue, ha peseurt Doue.

Goulennoù digor...


LODENN GENTAÑ : HAG ISTOREL EO JEZUZ ?

I - JEZUZ HAG AN AVIELOÙ
       1. Petra eo an Avieloù ?
       2. Hag istorel eo Jezuz ? Piv zo gouest da respont d'ar goulenn ?
       3. Hag-en c'heller lakaat kontrol Jezuz an Aviel ha Jezuz an Iliz ?

II - AN AVIELOÙ HAG AN ISTOR KEÑVER HA KEÑVER
       1. Testeni an istorourion gozh roman.
       2. Gwirionded istorel an Avieloù kadarnaet gant an hendraouriezh.

III - TREUZKASADUR AN AVIELOU

IV - PETRA A OUZER DIWAR-BENN JEZUZ ?

V - AR PROUENNOÙ EUS GWIRIONDED KELENNADUREZH JEZUZ

 

EIL LODENN : HA DOUE EO JEZUZ KRIST ?

I - DAOUST HA GRAET EN DEUS DOUE ANEZHAÑ ?

II - HA DOUE AR FILOZOFED EO DOUE JEZUZ KRIST ?

III - PENAOS EZ ENSAMM JEZUZ KRIST AN DIAC'HINAD : DOUE HA DEN ?

IV - PERAK DOUE JEZUZ KRIST HA NEKET UN ALL ?

V - PESEURT SKEUDENN A RO JEZUZ KRIST EUS DOUE ?


Copyright © AVM 1997-2003. Tous droits réservès.  - écrivez-nous!