LODENN GENTAÑ :
HAG ISTOREL EO JEZUZ ?
 

Introduction | Lodenn Eil lodenn : Ha doue eo Jezuz Krist ?

 

I - JEZUZ HAG AN AVIELOÙ

1.- Petra eo an Avieloù ?

      N'heller ket studiañ kudenn Jezuz hep derc'hel kont eus an Avieloù. An andonioù pennañ bet skrivet ez int diwar e benn. A-raok mont pelloc'h, petra a vez graet Aviel anezhañ ?

      An Avieloù zo pevar levrig skrivet gant diskibion da Jezuz evit reiñ da anavezout e vuhez hag e gomzoù.

      Ar ger Aviel a zeu eus ur ger gresianek o talvezout " keloù mat ".

      En tu-hont d'ar pevar Aviel-mañ [anv an avielourion : Mazhev, Mark, Lukaz ha Yann], e tleer lakaat Oberoù an Ebestel. Ha neuze tri levrig all warn-ugent, anvet Lizheroù, pe abostoloù, berr kenan, skrivet evit embann ar c'helenn kristen, hag en diwezh un danevell skeudennel eus dibenn an amzerioù, an Diskuliadur. An hollad zo anvet an Testamant Nevez.

      A-ere gant an Testamant Nevez e lenn feizidi ar C'hrist levrioù an Testamant Kozh, skrivet holl kent Hon Salver hag o reiñ ar rakkemenn anezhañ. An Testamant Kozh-mañ zo, dre vras, an hevelep hini ha levrioù Yuzevion Israel. Evit ar gristenion end-eeun ez eo Jezuz ar Mesiaz rakkemennet gant ar brofeded ha gortozet gant Israel.

      An Testamant Kozh hag an Testamant Nevez zo a-gevret ar Bibl pe ar Skritur Sakr.

 

2.- Hag istorel eo Jezuz ? Piv zo gouest da respont d'ar goulenn ?

Darn eus arbennerion ar gristenion, da skouer aozerion an abadenn skinwel war Arte, e 1997, a soñj ganto n'eus nemet an dud digristen barrek da studiañ a-zevri istor Jezuz. Sektaer a ranker ober ouzh hevelep doare soñjal : nac'h d'ur c'hristen bezañ gouest da vezañ istorour pe, ken eeun ha tra, poellek ha reizh, ha n'eo ket diskouez bezañ gwall droet ? Kement-se a ra dave da Voltaire, ar skrivagner skedus eus an triwec'hvet kantved, o vont da zifennour an habaskter eus un tu, hag o tistagañ eus an tu all : " Écrasons l'infâme " [Moustromp an hini dizenor], dizenor ma oa evitañ pep kristen a feiz .(1)

Un imbourc'h eus ar wirionez eo an istor, ma tle entanoù an eil re hag ar re all stagañ ouzh ar fedoù. Evit klask istoregezh Jezuz, n'o devez ar gristenion da hentennoù estreget re an istor. Ha perak n'o dije ket ar gwir d'ober gant hevelep hentennoù ? Un tu kreñv o deus da nebeutañ : gwelloc'h e komprenont personelezh ar C'hrist eget ar re o deus kas outañ, a-wel pe a-guzh. Gouzout mat a reer, a-fet istor ez eo gwelloc'h kaout intrudu gant danvez an imbourc'h ha barregezh d'e gompren...

Arbennerion ar C'hrist o deus ivez o zalvoudegezh en istor, rak ober a reont a-wechoù goulennoù mat da vroudañ an imbourc'h. N'eo ket asur avat en a-raok e rojent ar respont mat.

 

3.- Hag-en c'heller lakaat kontrol Jezuz an Aviel ha Jezuz an Iliz ?

Ur gudenn degaset a vare da vare eo ne vije ket ar Jezuz gwirion, hini an Aviel, an hini kinniget dimp bremañ gant an Iliz.

Un daeladenn voas eo evit ar skiantourion o devez kudennoù gant ar feiz, pe evit ar gelaouerion, evel Jacques Duquesne (2) , a garfe kinnig d'ar bobl ur Jezuz nebeutoc'h diaezus ; ur Jezuz da vihanañ diouzh o doare, disammet diouzh kement tra a seblant dezho diaes da vevañ ha start da grediñ. Kinnig a reont dibab etre ur Jezuz kempennet gant an Iliz, gouez dezho, hag ur Jezuz gwirion, o hini dezho, ur Jezuz diouzh o grad, a gavont degemerusoc'h evel-se evit ar re all. Hennezh eo a lakaont da istorel o lavarout e gavout en Avieloù. Distagañ avat a reont en Aviel arroudoù a zivarc'h o zezenn, ha tamall a reont d'an Iliz bezañ o lakaet a-c'houdevezh (3). Un tamm bruzun a chom er-maez eus ar valizenn hag e vez kemeret ar sizailh evit troc'hañ ar pezh a zistremen. Evit an dezvarnerion-se eta, skolveuridi pe gelaouerion, e vije bet Jezuz un den politikel, ur mesker kevredadel, ur prederour, profed ur relijion disheñvel ; dre gomz e c'heller lavarout pep tra nemet, pa seller ouzh ar skridoù, ne gaver nemet an hini kinniget gant an Iliz.

An arguzenn, boutin kenetrezo ha ret da lakaat ar faltazi en he aez ez eo digevrediñ Jezuz diouzh an Iliz. " N'en deus ket Jezuz goulet eus an Iliz " ; " c'hwitet en deus gant e vennad kevredadel politikel " ; " e ziskibion, goude e varv, o deus kemmet an afer en ur gelennadurezh kravezel a zo deuet da vezañ ur gevredigezh, an Iliz "...

Ha neuze ?

Kement-se ne dalv ket pa vez lennet an Aviel, an Avieloù, evel ma welomp da heul :

" Pignat a reas neuze war ar menez hag e c'halvas davetañ ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gaout. Ha diazezañ a reas daouzek da vezañ gantañ ha da vezañ kaset da brezeg, gant ar galloud da argas an drouksperedoù. Diazezañ a reas eta an Daouzek : Simon, ma roas dezhañ an anv a Bêr, Jakez, mab Zebedea, ha Yann, breur Jakez, ma roas dezho an anv a Voanerges, da lavarout eo mibion ar c'hurun, Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez, mab Alfe, Tadde, Simon ar Gredeg, ha Judas Iskariot, an hini en gwerzhas zoken. "


Aviel sant Mark 3, 13-19.

- An hevelep roll a gaver en Aviel sant Vazhev (10, 1-4).

- E gavout a reer adarre en Aviel sant Lukaz (6, 12-16), met amañ ez eus un dra disheñvel : e-lec'h Tadde e kaver Judaz, mab Jakez.

Perak ? Fazi an adskriverion, arvarioù an treuzkasadur, lesanvioù disheñvel ? Oscar Cullman, an dezvarnour protestant, en deus graet war gement-se ur studiadenn dedennus (sl. pergen Historia, kerzu 8).

Met an diforc'h-se zo pouezus bras, evel ma welimp da c'houde. Mar he dije an Iliz ijinet kement tra zo en Aviel, hag an ebestel pergen, he defe roet rik an hevelep roll en holl Avieloù, tra m'he deus dres miret, en enep, an disheñvelderioù.

Diverromp an degouezhadoù :

  1. Jezuz a zilenn daouzek diskibl brientek, an ebestel. Dibab a ra c'hoazh daouzek ha tri-ugent, a live disheñvel. Daou ha daou en o c'has da brezeg an Aviel en e raok, evit prientiñ an emvodoù bras, a zor da zor mar karer. Sed ar pezh a anver stummañ sternioù evit lakaat da badout ar giminiadezh. Bout mennet da ziazezañ un Iliz eo kement-se.

  2. Lavarout a ra Jezuz a-fetepañs da Bêr : " Te zo Maen ha war ar Maen-se e savin va Iliz, ha galloudoù an ifern ne vezint ket trec'h dezhi ". (Mzh. 16, 18).

    An arroud-se a laka ken diaes an dezvarnerion usveneget ma kinnigont e zilemel ha lavarout ez eo bet lakaet a-c'houdevezh (stumm Charlot).

  3. Muioc'h zo c'hoazh : goude ar c'homzoù kentlavaret e tiskler Jezuz da Bêr : " Reiñ a rin dit alc'houezioù Rouantelezh an neñvoù, ha kement a liammi war an douar a vo ivez liammet en Neñvoù, ha kement a ziliammi war an douar a vo diliammet en Neñvoù ".

    Talvezout a ra kement-se da lavarout en devo Pêr beli evit diskleriañ ar pezh a zleer krediñ hag ar pezh na zleer ket krediñ, a-benn anavezout Doue ha mont gantañ d'an neñv evit bevañ en e garantez.

    Mard eus ur Pab, un Iliz, ur veli en Iliz evit termenañ elfennoù pennañ ar feiz gant an Iliz, anat eo ez eo ar gefridi roet gant Jezuz en Aviel.

  4. Erziwezh, a-ere gant an traoù usveneget, e c'heller lenn en Aviel sant Yann an erbedoù diwezhañ a-raok e varv graet gant Jezuz d'e ebestel ha d'e Iliz o sevel

" Kalz a draoù am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'hellit ket o dougen evit bremañ. Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a Wirionez, en ho heñcho er wirionez holl... " (Yn 16, 12-13).

Diskouez a ra eta Jezuz e vennad da genderc'hel e-giz-se da reiñ buhez da strollad an diskibion stummet gantañ.

Ar beder evezhiadenn-mañ zo a-walc'h evit lakaat anat ha sklaer ez eo Jezuz an Avieloù an hini en deus mennet diazezañ hag en deus diazezet an Iliz.

Ha pa gemerer an Avieloù-mañ da vat, n'heller ket disoc'hañ war ar Jezuzoù disheñvel adwelet gant an ezlizhourion o c'hoantaat kavout ur Jezuz dispac'her kevredadel, karour mab-den pe bolitikel ekologour (4) .

 

II - AN AVIELOÙ HAG AN ISTOR KEÑVER HA KEÑVER

Mard eo anat ez eo Jezuz an Avieloù un hevelep gant Jezuz an Iliz, neuze e tleer prouiñ emañ an Avieloù e kenglot gant ar wirionez istorel, ha n'eo ket bet ijinet an testennoù-hont.

D'ar goulenn reizh-mañ e responter da gentañ dre gadarnaat istoregezh Jezuz hag e ziskibion gentañ gant skrivagnerion ar marevezh :

1. Testeni an istorourion gozh roman.

Anv zo eus Plinius yaouank (e 112), eus Tacitus (war-dro 116) hag eus Suetonius (war-dro 120).

A-fet istor ez eo lec'hiet mat a-walc'h Jezuz gant an istorourion hag ar skrivagnerion e-maez an Iliz, e-kerz ar c'hantvedoù kentañ, istorourion roman, yuzev pe all eus ar mare .

1- Er bloaz 112 e skriv Plinius yaouank en ul lizher d'an impalaer roman Trajanus en ur ober meneg eus ar Gristenion :

" O holl fazi pe o holl mank, o deus anzavet, zo hepken ar boaz d'en em vodañ d'an deiziad merket, a-raok goulou-deiz, ha da ganañ a-gevret ur meulgan da Grist evel d'un Doue ".

2 - Tro ar bloaz 116 e tanevell an istorour roman brudet Tacitus en e Vloazdanevelloù en doa Neron, an impalaer roman, tamallet e-unan da vezañ lakaet an tan e Roma e 64, skoet an torfed war gont ar Gristenion : " Neron a zamgredas tud kablus hag a varnas da gastizoù didruez ar re argarzhet evit o euzhusterioù hag anvet Kristenion gant an engroez ".

3. SUETONIUS, un istorour roman all, war-dro ar bloaz 120, e Buhez an daouzek Kezar, a ra eus Krestus un atizer strafuilhoù e-metou ar Yuzevion e Roma e 49, dindan GLAODIUS o argasas.

Oberoù an Ebestel, ul levr anezhañ o peurglokaat Aviel sant Lukaz en Testamant Nevez, a zamveneg eeun an argasadenn-se pa zegouezhas sant Paol e Korintoz (Ob. 18, 2). (Akuila ha Priskilla).

Testeni Flavius Jozef (5) eo an hini souezhusañ. Ken eston eo ma 'z eus bet soñjet e oa bet kempennet an destenn gant eilskriverion gristen diwezhatoc'h pa oa bet treuzkaset an dornskrid.

Dellezout a ra daelañ war ar gudenn a-zevri kaer, ha bet eo graet. Kemeret en doa Flavius Jozef perzh e " Brezel ar Yuzevion ", etre ar bloavezhioù 66 ha 70. Eus dispac'h bras ar Yuzevion, flastret gant Vespazian ez eus kaoz ; da c'houde, pa oa bet hemañ embannet da impalaer gant e vab Titus, en doa Flavius Jozef stourmet da gentañ e renkadoù an emsavidi ha goude en em rentas d'ar Romaned hag e savas en tu ganto. Skrivet en deus e gresianeg, war-dro ar bloaz 93, un istor resis kenan eus an degouezhioù-se. En istor-hont e tanevell muntr an abostol Jakez. Ha neuze e komz eus ar C'hrist. Un darn eus an dezvarnourion eta o deus kavet e save re an arroudenn-se gant Flavius Jozef a-du gant Jezuz. Ur Yuzev romanekaet en dije graet kement-se ? Un eilskriver en dije kempennet an destenn en ur eilskrivañ an dornskrid ?

Sirius eo an arbennadenn, hogen lies dornskrid hon eus gant orinoù disheñvel. Ur skiantour israelat, Shlomo Peres, studiet gantañ an dornskridoù-se a soñje bezañ gounezet troidigezh vihanañ Flavius Jozef. Setu hi amañ :

" En amzer-se e veve ur fur anvet Jezuz. Ervat en em rene ha prizet e oa evit e vertuz. Niverus e voe ar re a zeuas da vezañ e ziskibion, ken Yuzevion, ken tud arallvro. Kondaonet e voe gant Pilad da vezañ kroazstaget ha da vervel. Met ar re a oa deuet da vezañ e ziskibion ne baouezjont ket da heuilh e gelennadurezh. Danevellañ a rejont en doa en em ziskouezet dezho tri deiz goude e groazstagidigezh, hag e oa bev. Moarvat e oa ar Mesiaz m'o doa ar brofeded diouganet war e benn kement a vurzhudoù ".

An holl testenioù-se a-gevret, skrivet gant tud tost d'an degouezhioù, zo a-walc'h evit kadarnaat buhez istorel Jezuz, e levezon hag ar brudet ma oa. Evel just e vezont berrik war ar munudoù, met petra muioc'h a ouzomp war gemend-all a dud a-bouez eus an amzervezh m'he deus dalc'het soñj an istor ? D'an aliesañ, damdost netra.

2. Gwirionded istorel an Avieloù kadarnaet gant an hendraouriezh.

Ur bern traoù a lavar dimp an Avieloù war Jezuz, zoken ma ne glaskont ket evit gwir dezrevellañ an istor a zeiz da zeiz nag ober un deskrivadur kelaouennek evel ma plijfe d'an dud hiziv. Kalz resisoc'h int koulskoude eget n'eo bet kredet e-pad pell. Kalz munudoù o devez war gêrioù ha kêriadennoù ar marevezh, war ar stummoù bevañ, an doareoù da gomz ha war an dud kefridiel. Hervez an istor hag an hendraouriezh ez eo rik ha gwirion an holl elfennoù-se. Hag ouzhpenn n'hell ket darn eus ar munudoù bezañ bet ijinet pe skrivet a-c'houdevezh, dre ma oa kemmet darn eus an ensavadurioù hag ar pleustradegoù nebeut amzer goude marv Jezuz, er bloaz 70 pergen, ma voe dismantret Jeruzalem. Naontek kant vloaz war-lerc'h an degouezhioù e tizoloer emañ ar gwir gant an Avieloù a-enep d'an istorourion war darn eus arroudoù an Aviel : evel-se ez eus bet kavet ugent anv-lec'h resis en Aviel sant Yann, sellet koulskoude evel speredeloc'h, nebeutoc'h fetis ha resis, distroboc'h eus an amzerioù hag al lec'hioù eget an tri Aviel all. Hiniennoù eus al lec'hioù-se zo bet gellet o hennadiñ, goude ma oant dianadet. N'int bet dizoloet nemet nevez zo gant an istorourion.

Ur mare zo bet ma 'n em c'houlenned ha ne oa ket bet ijinet kêrig Nazared gant an Avieloù. Perak ? Ne gomzer ket eus Nazared en Testamant Kozh hag en addisplegoù hebraek kozh. Ur skinabadenn, nevez zo, he deus troet kement-se da faltazi. Met, evit gwir, e 1962 o doa hendraourion israelat, renet gant ar c'helenner Avi Jonah, kavet e rivinoù Kaezareia-ar-Mor ur blakenn engravet en hebraeg eus an trede kantved kHS, o tougen anv kêriadenn Nazared. Da netra e koazhe an holl damkanoù o lakaat o doa an Avielerion ijinet kêr Nazared dre m'en doa ar ger-se un talvoud arouezennel.

Ur skouer all : dizoloet eo bet e Jeruzalem al " lenn he femp porched ", anvet Betzata (6), nes Dor an deñved, tra ma soñje d'an dezvarnerion e oa ur gwengel anezhañ.

E 1925 en deus kavet an hendraour gall Vincent al lithostrôton pe Gabata, al lijor pavezet eus ar pretordi, ma en em zalc'he Jezuz dirak Pilat (Yn 19, 13). Evit Pilat e-unan, ar prefed roman en doa kondaonet Jezuz d'ar marv, ne oa bet kavet roud ebet anezhañ e-pad triwec'h kantved (7); ac'hanta ! hendraourion italian o deus adkavet e 1961, e rivinoù Kaezareia-ar-Mor ivez, e anv engravet war ur maen gant e gefridi resis : " prefectus ".

Tu a vefe da zisplegañ kalz hiroc'h ar gwiriekadurioù-se, hervez roadennoù an hendraouriezh, an douaroniezh hag ar politikerezh. N'hon eus ket lec'h d'henn ober amañ, met pep unan a c'hallo kompren, diouzh ar fedoù displeget ganimp, pegen start eo al labour-se. Pouezus tre eo deskrivañ al lec'hioù, ar savadurioù, an atebeion bolitikel ha kravezel : goude ar bloaz 70 end-eeun ha flastridigezh an dispac'h yuzev gant Titus, ez eo aet da get pe kemmet da viken kalz eus an traoù-se. Ar re a zo bet barrek d'o deskrivañ evel m'edont en a-raok zo testoù mat : lavarout a reont dimp ar vuhez e Palestina evel m'eo bet bevet a-raok ar bloavezh dek ha tri-ugent.

 

III -TREUZKASADUR AN AVIELOU

Pe warantiz a wirionded ?

Tu zo da c'houlenn penaos o deus gellet an danevelloù-se eus ar bloavezhioù a-raok dek ha tri-ugent bezañ miret hep bezañ distreset. Erru eo ar moulerezh abaoe 1450 hepken. Penaos eo bet treuzkaset an Avieloù adalek ar c'hantved kentañ betek ar pemzekvet kantved ?

Meur a skiantour en deus studiet ar gudenn-se.

Deuet eo zoken da vezañ ur studi a-zevri kaer, an destennouriezh. Skrivet eo bet an Avieloù, gant an dorn, gant huz, war bapiruz ha parchoù. Hendad ar paper eo ar papiruz. Delioù broenn e oant, kenstaget ha peget evit ober pajennoù. Marc'had mat, met bresk e oant. Ar parchoù a oa krec'hin deñved peurvuiañ, terket evit skrivañ, a veze strobet a gaieroù d'ober levrioù. Kodeksoù a reer anezho.

Hiziv ez eus war-dro pemp mil dornskrid eus an Testamant Nevez. Evit darn eus oberoù ar skrivagnerion gozh, ne vez a-wechoù nemet un eilskrid dornskrivet. Koshañ dornskrid anavezet eus an Avieloù eo un tamm papiruz nav c'hentimetr war zek o taskoriñ ar gwerzadoù 31-33 ha 37-38 eus 18vet pennad Aviel sant Yann. Deuet eur a-benn d'e vloaziadañ war-dro 120 (derou an eil kantved, daou-ugent vloaz hepken goude skridaozadur an destenn) (8).

Un tamm papiruz ez eus c'hoazh, bet kavet e Koumran, nes ar mor Marv, ma seblant al lizherennoù anezhañ bezañ eus Aviel sant Mark. Ar pezhiad-se a vefe kent ar bloaz dek ha tri-ugent. Eus diwezh an eil kantved hag an trede hon eus kalz a bezhiadoù, darn anezho bras mat. Adalek ar pevare kantved (bloavezhioù 300 ha 400) hon eus kodeksoù o terc'hel an holl Avieloù ha levrioù all an Testamant Nevez (Oberoù an Ebestel, Lizheroù, Diskuliadur).

Daou-ugent vloaz ez eus eta evit ar pezhiadoù kentañ ha daou c'hant vloaz evit an destenn glok etre ar mare ma 'z int bet skrivet hag an eilskrid koshañ deuet betek ennomp.

Evit skrivagnerion c'hresianek evel Sofokles, Aristofanes, Euripides, ez eus pevarzek ma n'eo ket c'hwezek kantved etre marv an aozer hag an dornskrid kentañ anezho ! Ha nav c'hantved evit Julius Kezar !

An hentennoù da skrivañ zo ivez dedennus tre rak, daoust d'ar fazioù, d'ar mankoù, d'an eilstummoù kavet gwech hag amzer, ez eo asur kenan an destenn, dre vras.

N'eus ket hepken end-eeun lignezoù a eilskridoù gant un hendad disheñvel da bep unan ; a-hend-all ez eo bet alies kenglotet kenetrezo al lignezoù-se : an hini a zistilhe d'ar skribed en deveze a-wechoù gantañ daou pe dri dornskrid, hag evel-se e kroazie meur a wech al lignezoù a-serzh kenetrezo.

Hevelep treuzkasadur e rouedadoù etrekeñveriet zo dibar en istor an dornskridoù, o warantiñ ur fealded bras meurbet. An eilstummoù bihan pe ar mankoù o devez nebeut a bouez war an holl dreuzkasadurioù.

Ar rouedad liesseurt ma 'z eo bet treuzkaset drezi an Avieloù dre yezhoù disheñvel (gresianeg, arabeg, kopteg, latineg) hag al lignezoù niverus a eilskridoù keñver ha keñver a c'hall bezañ hañvalet ouzh framm an empenn, ma c'hall al linennoù nervennek keñver ha keñver bezañ kenframmet e liesstumm

Ur berrskrid a c'heller sevel bremañ eus ar c'hudennoù breutaet :

BERRSKRID

Ar Jezuz ma komz anezhañ an Avieloù a oa mennet mat da ziazezañ an Iliz.

Jezuz an Aviel eo Jezuz an Iliz.

. Pa lakaer a-geñver an Avieloù hag an istor, e teu dezho un nerzh bras : diogelaet eo gant istorourion an henamzer gwirionded al lec'hioù, ar stumm bevañ, ar vuhez kravezel ha politikel eus ar marevezh.

N'hall ket an Avieloù ouzhpenn bezañ bet skrivet a-c'houdevezh, rak ar metou istorel zo war-nes bezañ treboulet er bloaz 70 gant dismantr Jeruzalem hag an tregemmadur politikel.

Treuzkasadur an Avieloù dre ur reizhiad eilskridoù en ur rouedad liesstumm zo dibarek hag an hini fiziusañ a-bell eus an henamzer a-bezh.

Ha setu ar goulennoù nevez da vezañ studiet bremañ, p'emañ kadarnaet gwirionded an Avieloù ha fealded o zreuzkas betek ennomp.

1° Petra a c'heller gouzout rez eus istor Jezuz, eus e vuhez hag e gelennadurezh ?

2° Lies levr ha lies aozer ez eus : daoust hag e lavaront heñvel evit ar pep pennañ ? Ha kempoell eo dremm Jezuz dre an testoù diseurt.

 

IV - PETRA A OUZER DIWAR-BENN JEZUZ ?

Nebeut ha kalz war un dro:

- Nebeut, mar fell da unan ober kelaouerezh. Dastumet o deus an ebestel hag an avielourion oberoù Jezuz, e kement ha ma talvezent un dra bennak evito. A-du-'rall, n'o deus ket damantet da lavarout dimp gant evezh pe lec'h en em gave, pe tra a rae a zeiz da zeiz. Dre se ez eo ur romant istorel, kalz a livioù ennañ met nebeut a wirionez, c'hoantaat adsevel buhez Jezuz hervez ar stumm kelaouennel a-vremañ, evel m'en deus Jacques Duquesne klasket ober gant chemet. Met ur romant, na pa ve istorel, n'eo ket an istor.

- Kalz muioc'h a ouzer koulskoude war Jezuz eget war veur a zen brudet en e amzer hag en henamzer a-bezh.

E c'hanedigezh a spizer en ur c'hwec'h vloaz bennak, etre - 6 ha - 1. Hiziv an deiz, sañset, e konter ar bloavezhioù adal ganedigezh Jezuz. Padal, Denez ar Bihan, ar manac'h en doa, e 525, lakaet da glotañ ar bloaziad roman ha hoalad Jezuz Krist, a oa faziet moarvat war c'hwec'h vloaz.

Ar c'hanedigezh e Betlehem zo diarvar hag ivez ar vuhez e Nazared betek ar vuhez foran. Herodez veur o ren da vare ganedigezh Jezuz, an Herodez all o lakaat Yann Vadezour d'ar marv ; prosez ha kroazstagidigezh Jezuz dindan Boñs Pilad, prezegennoù Jezuz war ribl lenn Tiberiad, war dorgennoù Galilea, e Samaria, kement-se holl zo diogel. D'ar 7 ebrel 30 (9) e c'hoarvezas moarvat ar groazstagidigezh.

Dedennusoc'h avat eo kelennadurezh Jezuz, e oberoù hag e ster : n'ouzer ket peseurt deiz en deus lavaret ar frazenn-mañ-frazenn, met asur e vezer en deus he lavaret. War ar poentoù-se ez eo fizius kenan an Avieloù hag an Testamant Nevez. Emaomp o vont da welout penaos ha perak.

 

V - AR PROUENNOÙ EUS GWIRIONDED KELENNADUREZH JEZUZ

Pa vez skrivet ul levr gant unan bennak, ez eo dav prouiñ en deus eñ e-unan skrivet al levr moulet : un destenn zo, met n'eo ket aezet dalc'hmat diskouez ez eo an aozer kefridiel an aozer gwirion. Pa sav kudenn war gement-se, e klasker gouzout ha kempoell eo ar pezh a zo skrivet el levr gant ar pezh en deus skrivet an aozer e levrioù all hag ar pezh a c'hall dezrevellañ e geneiled pe an holl testoù all eus e vuhez.

Evit a sell Jezuz, n'en deus e-unan skrivet levr ebet. Met seizh testenn skrivet warn-ugent hon eus, seizh levr warn-ugent an Testamant Nevez.

Da gentañ ar pevar Aviel : int-i eo a zanevell war-eeun buhez ha kelennadurezh Jezuz, met ivez ar skridoù all o tispleg, o tiskleriañ e giminiadezh, hag o reiñ an dro da wiriekaat ar gempoellded anezho.

Dibar meurbet eo ar gempoellded-se ha daeañ a ra ar c'hantvedoù. Ar pezh en deus fellet da Jezuz a oufemp eus e vuhez, eus e gelennadurezh, hon eus tu da c'houzout ervat. Ur fed istorel eo ha direndaelus : Jezuz en deus bevet, testeniet, pareet klañvourion, kelennet, roet e vuhez ; digor asur hor bez war ar fedoù hag ar c'helenn-mañ.


Penaos ?

Darn eus arbennerion ar gristeniezh a ra stad vras eus an disheñvelderioù en Avieloù : da skouer, a-fet deiziad e varv, pevarzek pe bemzek a viz Nizan (bras eo an diforc'h !), anv pe lesanv e ebestel, niver e veajoù da Jeruzalem ; ha ger ha ger e c'hall diforc'hañ danevell e gelennadurezh.

Petra respont ?

    1. An holl istorourion wirion, an holl zezvarnerion ha breutaerion ampart a lavaro deoc'h n'eo ket an diforc'hioù war ar munudoù ur skoilh, hogen un dervadur eus gwirionded an traoù kelennet : asur e vezer da gaout afer ouzh lies test gwirion ha neket ouzh unan hepken en defe desket e gentel da reoù all.

    2. Souezhusoc'h c'hoazh, en tu-hont d'an diforc'hioù ez eo an hevelep kelennadurezh diazez a zo diskleriet. Ha kement-se n'hall ket bezañ bet ijinet.

    Tud eeun anezho, gant nebeut a zeskamant, strewet dre ved roman an amzer-hont, reterat endeo (gant ar yezh c'hresianek) ha kornogat (gant ar yezh latinek), penaos o dije gellet, dre an heskinadurioù, ober danevelloù disheñvel eus an hevelep kelennadurezh ma ne vije ket bet anezhi da zigentañ ? Ha penaos o dije gellet degas sav-taol anvioù ar c'hêriadennoù, munudoù war ar savadurioù (lenn Betzata) ha deskrivañ doareoù bevañ, rolloù kevredigezhel ha politikel aet da get gant reklom ar bloavezhioù 66-70 ? 1 900 vloaz a vo lakaet a-wechoù evit addizoleiñ an elfennoù-se, da skouer enskrivadur ar prefed Pilat, anv Nazared engravet en trede kantved kHS, pavezadur Gabata...

    3. Unan eus an elfennoù a bouez bras evit ar wirionded eo ar fed-mañ : ne guzh ket an testoù, dre an Avieloù, mankoù ha gwanderioù an Ebestel, da skouer, reneadenn Pêr, Pêr end-eeun en deus Jezuz kemennet dezhañ e vefe maen diazez e Iliz ; da skouer c'hoazh, strizhded Jezuz e-keñver Pêr, pa lavar dezhañ : " Tenn a-dreñv din, Satan ", dre m'en aspede Pêr da zinac'h ar Basion hag ar marv.

Ne guzh ket kennebeut an Avieloù ar pezh a vo diaes evit ar prezegerezh : kemenn ur Mesiaz, ur C'hrist marvet ouzh kroaz, hervez sant Paol, a oa ur " maen skoilh evit ar Yuzevion hag ur follentez evit ar Romaned " hag evit krederion all ar marevezh. Un dra anat eo eta ma kav harz gantañ kement tagadenn : ar preder evit ar wirionez eo a dremen a-raok ar re all en Avieloù. Hevelep soursi a vez anezhañ dre an holl skridoù eus an Testamant Nevez (27). Evel-se hon eus damant da wirionez ha kempoellded an testoù a-strew dre ar bed o lakaat diogel istoregezh buhez ha kelenn Jezuz.

KLOZADUR A-ZIVOUT ISTOREGEZH JEZUZ

Diogel eo en deus bevet Jezuz e gwirionez bremañ zo daou vil bloaz ; an Avieloù a ro tu da dizhout e istor a-dost tre. Gant gwir abeg e fiz an Iliz anavezout e gelennadurezh dre an Avieloù. Gant an holl brouennoù, douetañsoù ha gwirheñvelidigezhioù dastumet, ez eus en diwezh kendrec'hidigezh don.... evel ar prosezoù er breudoù.

Evit a sell istoregezh buhez Jezuz, e varv, e gelennadurezh, n'hall ket ar prouennoù kendrec'hiñ. Aze emaint, hogen neb na sav ket gante a c'hall mont dioute. evel pa lezfe Jezuz ganimp da ziwezhañ an disentez da reiñ dezhañ ul lec'h en istor, en hon istor. Daoust ha ne lavar ket d'an ebestel : " Ha c'hwi, piv a lavarit-hu ez on-me ? ", rak eilpennet eo ar goulenn. N'eo ket d'an istor prouiñ, trawalc'h eo graet gantañ. Met da bep unan eo lavarout e soñj gant rezid ha gwirionez.

Neuze e teu a-wel an eil goulenn : ha Doue eo Jezuz Krist ? Hag-eñ e lavar e-unan ez eo Doue ? Hag e c'hall kement-se bezañ en un doare filozofek ? Ha neuze mard eo evel-se, pehini e vefe dremm Doue ?

____________________________________________

(1) Eus lignez Voltaire ez eo unan eus aozerion al levrig-mañ zo. Krediñ a ra koulskoude teurel evezh n'en deus ket bet an hendad-se an onestiz spered e-keñver ar gristeniezh, pa glemme a-hend-all bezañ ar sturier anezhi.

(2) Kelaouenner ha skrivagner gall.

(3) Charlie Chaplin

(4) Gant Borg, Funk, Duquesne.

(5) Istorour yuzev romanaet eus ar c'hantved kentañ ; skrivet en deus e gresianeg Brezel ar Yuzevion ha Henamzerioù hebreat.

(6) " Bez ez eus e Jeruzalem, e-tal Dor an Deñved, ul lenn a vez anvet Bedzata en hebraeg hag he deus pemp porched " (Yn 5, 2).

(7) Meneget eo bet alies Pilat gant Flavius Jozef.

(8) Ar papiruz Rylands eo, niverenn 457, kavet en Egipt gant ar skiantour saoz Grenfell e 1920, ha delennet e 1935 gant C.H. Roberts.

(9) Derc'hent Pask, 14 a viz Nizan. Pask ar bloaz a oa d'ar 15 Nizan, 8 a viz ebrel. Poñs Pilat a oa bet prefed prokulator Judea eus 26 da 36.

 


Copyright © AVM 1997-2003. Tous droits réservès.  - écrivez-nous!