Retour aux sommaire


UN NEVEZ-AMZER EVIT
SEVENADUR BREIZH :

UN DAE EVIT AN ILIZ.
Fańch-Matilin GOURVES
Eskob Gwened

version franēaise

 

    E penn kentań an trede milved e sav un tamm stad ennon o vezań unan eus ar re o deus desket brezhoneg war varlenn o mamm. Abalamour da se, ha dre ma ’z on eskob unan eus eskoptioł Breizh, e kav din ez eo mat ha poent mont e kendiviz gant ar wazed hag ar maouezed zo tomm o c’halon ouzh sevenadur Breizh hiriv an deiz, ur sevenadur a ranker derc’hel dezhań e blas,ur plas a-zoare er vuhez a-vremań hag a zo oc’h en em zigeriń muioc’h-mui d’ar bed a-bezh.

     Heuliań a ran, en ur ober se, skwer istorek heverk ar Pab Yann-Baol II, en doa roet o flas da sevenadur ha da beurheńvelder Breizh, pa zeuas da Santez-Anna-Gwened e 1996. Da geńver an darvoud-se em eus merzet, a gav din, ar sin e oa un dra bennak o cheńch en darempredoł etre an Iliz ha dihun ar Vretoned.

    A-eeun en em lakan ivez gant ar gouelioł bras zo bet lidet, nevez zo, e Landreger, da geńver seizh-kantvet deiz-ha-bloaz marv Sant Erwan, beleg hag eil-patrom Breizh.

 

1-Hor gwrizioł

Un hent hir gant an Aviel

    N’eus ket keit-se c’hoazh e oa e Breizh liammoł start etre ar feiz kristen hag ar sevenadur, ar ger-mań o talvezout amań un doare dibar da vezań, soubet en ur gevridigezh diouti he-unan. Bez hon oa hon doareoł deomp-ni, n’eo ket hepken d’en em vagań,d’en em wiskań,d’en em vodań, met ivez da gomz, da zańsal, da bediń Doue, da enoriń hon tud tremenet. Distabilaet eo bet ar vuhez kempouez-se e-pad ur pennad amzer. Koulskoude e weler o tiwan ul lańs nevez.

    Degasomp sońj, da gentań, eus hon istor. Embannet eo bet an Aviel e Naoned hag e Roazon adalek an trede kantved gant Galianromaned. Ha goude-se, adalek ar pempvet kantvet, er peurrest eus an Arvorig, gant Bretoned deuet eus an tu all da Vor-Breizh, heńchet gant o renerien relijiel ha politikel. Ar re-mań a grouas ur rouedad parrezioł dre ar vro a-bezh. Lod eus ar venec’h-se a zeuas da vezań eskibien, ar re a vo anvet diwezhatoc’h diazezourien santel ar feiz kristen e Breizh.Gant ar Seizh Sant brudet-se e c’heller menegiń Sant Melan evit Roazon ha Sant Felis evit Naoned, an eskibien c’halianroman o deus diazezet an daou eskopti-se.

    Ouzhpenn hon diazezourien santel hon eus-ni un niver bras a sent lec’hel, ez eus bet savet en enor dezho chapelioł diniver a gaera hor bro (ur mil bennak er Mor-bihan,hep kontań an tri-c’hant iliz parrez).Un devezh pardon en unan eus hor chapelioł zo un devezh a levenez hag ur chańs speredel ha denel.Ar sant a enorer a vez alies unan lec’hel, dianav-tre. Met eńv eo an hini en deus hadet an Aviel er c’horn-bro-se. Dle omp dezhań eus ar feiz a vevomp anezhi.

    E Breizh abaoe ma ‘z eus anezhi he deus ar feiz laket da sevel e penn pellań kornōg Europa ur glad relijiel dibar a ilizoł, chapelioł, feunteunioł ha kalvarioł, en deus kemmet a-hed ar c’hantvedoł, en ur zegemerout aes levezonioł deuet eus ar bed a-bezh.

    E brezhoneg eo e veze lavaret ar feiz-se e-lec’h ma veze komzet hor yezh, betek kreiz an XXvet kantved.

En amzer nevez-tremenet

    A-zivout ar yezh end-eeun, an Aotrou ’n Eskob Graveran, eskob Kemper ha Leon d’ar mare-se, aet da Roma da welout ar Pab Pi IX, ad limina apostolorum, e 1847, a glevas hemań o lavarout dezhań : « Dalc’hit, dalc’hit, evel da vammennoł ho taoulagad, d’ar yezh kozh-se a ziwall ho feiz ». E-pad un ugent vloaz bennak, etre1865 ha 1884, ez eus bet embannet ur gelaouenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn dezhi an titl arouezius « Feiz ha Breiz ». Studiet e veze enni kement kudenn a c’helle dedennań tud a-ziwar ar maez tomm o c’halon ouzh o douar, o feiz katolik, o yezh, o Iliz.
    E Breizh-Izel e veze lavaret aes a-walc’h : « Ar brezoneg hag ar feiz zo breur ha c’hoar e Breiz ».

    Dont a reas ar gelaouenn er maez en-dro etre 1899 ha 1943. Renet e voe e-pad pell gant an aotrou beleg Yann-Vari Perrot ha prederiań a rae muioc’h war an dańjerioł a lake dija en arvar yezh, feiz ha peurheńvelder ar Vretoned. Heńvel e oa e eskoptioł Sant-Brieg ha Gwened, gant kelaouennoł all, evel « Dihuna », krouet gant Loeiz Herrieu evit brezhonegerien Bro-Wened.

    Chomet eo tomm eskibien Kemper, Sant-Brieg ha Gwened ouzh ar brezhoneg betek ar bloavezhioł goude an eil brezel bed. Etre an daou vrezel, nemet er c’hźrioł bras, e veze graet ar c’hatekiz hag ar prezegennoł e brezhoneg. Un doareenn sakr zo stag ouzh ar brezhoneg hag a zo un elfenn naturel eus ene ar Vretoned, a sońje barzh meur Enez Groe Yann-Ber Kalloc’h.

    Ar brezhoneg zo bet implijet dreist-holl gant ar veleien evit sevel levrioł relijiel ur c’halz anezho.Ur skipailh en em dolpas, en hon eskopti, dindan renerezh Jerom Buleon da gentań, hini Augustin Guillevic goude-se. Implijout a raent ar gwenedeg, met labourat a raent ivez evit tostaat ar rannyezhoł etrezo ha mont war-du ur yezh unvan.

    An aotrou beleg Pier Ar Gov a grouas ar benvegoł (yezhadur, geriaouegoł, poelladennoł) evit studial ar yezh ’barzh ar c’hloerdioł. Re all a gasas da benn un dastumadenn nevez eus kanennoł brezhoneg an eskopti, zo bet embannet meur a wech. Teatr brezhoneg Santez Anna a reas berzh gant Job Er Bayon,dreist-holl a-raok ar c’hentań brezel bed.

    E 1927 e teuas er maez ar misal latin-brezhoneg « Livr pedenneu, Overen ha Gospereu ». Kalz eus ar veleien hag a oa donezonet-kaer, a savas kanennoł, sonennoł, kontadennoł. Lod all a droas oberennoł eus broioł all. Ar gelaouenn « Dihunamb » a roe harp dezho hag a embanne an oberennoł.

Hiriv

    Pardon Santez-Anna-Gwened a zalc’h dre vras e aergelc’h breizhek. D’ar 26 a viz Gouere 1954, e voe gouestlet Breizh da Galon Mari, gant Kardinal Arc’heskob Roazon hag ar pevar eskob all eus hor bro en-dro dezhañ. Da geñver ar blegenn-se e kasas ar Pab Pi XII ur gemennadenn war-eeun dre skingomz, klozet gant ur bedenn e brezhoneg.

    E Landreger ivez, da geńver pardon Sant Erwan, e veze hag e vez c’hoazh implijet ar brezhoneg.

    E-touesk hor c’henvroidi, tud evel René de Chateaubriant, ar vreudeur Lamennais, an Tad Lebret, a veze atav stad enno o tiskleriań e oant Katoliked ha Bretoned.

    Pa zeuas ar Pab Yann-Baol II da Santez-Anna-Gwened e 1996, e voe merket mat ivez al liv katolik ha breizhek. Lidet e voe an oferenn en ur reiń o flas da sevenadur Breizh ha d’ar brezhoneg. En e brezegenn en deus Hon Tad Santel ar Pab meneget e brezhoneg, en o yezh orin, ar c’homzoł bet lavaret gant Santez Anna da Iwan Nikolazig.

    Start kenań eo bet eta e-pad pell amzer al liamm etre an daou fed-se : bezań Breton hag en em ziskleriań katolik.Ur perzh dibar eus hor peurheńvelder e oa al liamm-se _ul liamm hag ez eus anezhań a-nevez amań hag a-hont _, ar brezhoneg o vezań, en un doare, ar c‘hevre e-barzh ar c’houblad.

II-An troc’h trumm er bloavezhioł 50

Ur fed a-vern

    Un troc’h trumm a c’hoarvezas er bloavezioł 50, daoust ma’z eus bet eus ar gudenn kerkent ha fin an naontekvet kantved gant kelenn ar galleg en holl skolioł, ha goude-se an difenn da gomz brezhoneg enno, dindan boan da vezań kastizet. Dav eo derc’hel sońj ivez e teue an troc’h-se d’ar mare ma tivroe ar re yaouank a-vil-vern war-du rannvroioł all pe war-du broioł estren: ar brezhoneg, a sońje an dud, _ kement a vezh a oa enno gantań _ne c’helle nemet herzel outo da ober o zreuz er gevredigezh.
    En ur bern familhoł, ne veze ket komzet brezhoneg kén d’ar vugale, ar pezh en deus degaset cheńchamentoł bras e pastorelezh hon eskoptioł. Ker stank eo bet ar familhoł oc’h ober evel-se ma ne oa ket mui, koulz lavaret, a re yaouank brezhonegerien a-vihanik. Aet eo diwar wel hźred ur yezh a dremene ez naturel a rummad da rummad.

Ur youl bolitikel ?

    Daoust ha n’eo ket bet mennet an dra-se a-ratozh-kaer gant ur guchennad dalc’hidi eus ur Republik unan, dirannadus ha laik, betek en he yezh ? Divizet e oa bet marv ar brezhoneg abaoe pell amzer. Unan eus ar spisań diskleradurioł hag a ziskouez kement-se zo bet distaget d’an 19 a viz Gouere 1925, gant Anatole de Monzie a oa, en deiz-se, en e garg a vinistr an Deskadurezh-Stad, oc’h igoriń Ti Breizh en Diskouezadeg Hollvedel. Hag evel ministr eo e tisklerias grońs : « Evit ma vo unvan ar yezh er Frańs, e rank ar brezhoneg mont da get ».
    En ul linenn e oa dastumet ur gelennadurezh a-bezh : hini ur Stad kreizennet hag unvanus a zisplije dezhi e vefe meur a yezh ha meur a sevenadur en he rannvroioł, ha ne felle dezhi anavout nemet ur yezh evel benveg unvanour.

    Politikerien all n‘o deus ket manket da zegas sońj en-dro, diwezhatoc’h, eus ar forc’hadenn-se en anv un dogmategezh a ziskouez bezań, da vihanań hiriv an deiz, reut ha diamzeret. Al lod muiań atav eus ar gelennerien, re ar skolioł-Stad koulz ha re ar skolioł katolik, a asantas kemer perzh e jeu ar galloud, hep klask en em sońjal re, war a seblant.

Dilerc’hioł

    Ilizoł hon eskoptioł a rankas en em ober diouzh ar stad nevez-se. Ehanań a reas ar veleien da gatekizań ha da brezeg e brezhoneg, el lec’hioł zoken ma ne oa ket ret. Ne veze graet gant ar brezhoneg kén, nemet ur wech an amzer, e-barzh un nebeut santualioł dibabet, da geńver pardon ur chapel pe ur birc’hirinded bennak.

    D’ar mare-se ivez e oa bet renevezet don an deologiezh hag ar c’hatekizań ha ganto an doare da lavarout kement a denn d’ar feiz. Lod eus ar veleien hag a oa brezhonegerien n’o doa ket ar benvegoł menoziań evit mont da heul an emdroadur-se. Lod anezho koulskoude a stagas gant ar studi hag an enklask. Evit ar veleien yaouank eus ar mare-se, ne oant ket evit komz brezhoneg, pe neuze fallik a-walc’h, rak ne oant ket bet stummet evit se nag er gźr nag er c’hloerdi.

    Derc’hel a raemp sońj ivez, e don hon emskiant, mui pe vui, eus diroudoł a oa bet e-pad ar brezel, hag hol lake diaes evit difenn kement a denne da Vreizh.

    War ar memes tro eta ez eo bet dilezet ar brezhoneg koulz war dachenn ar relijion ha war hini ar vuhez foran. Perak avat, n’ouzer ket c’hoazh en un doare resis ha klok, pell ac’hano.

Lod a zalc’h mat, koulskoude

    E-pad ar bloavezhioł poanius-se e kendalc’has emsaverien zo, ha ne vezent ket komprenet mat atav, da labourat gant kalon evit sevenadur Breizh (sonerezh, istor, yezh, savadurioł kaer ar vro, sportoł Breizh, hag all). Kevredigezhioł kozh pe nevez savet a vodas an nerzhioł, a roas lańs da raktresoł, a anzaver hiriv pegen reizh e oant.

    War al lańs-se o deus beleien, seurezed ha laiked kemeret perzh el labour : n’eus nemet sońjal el lazoł-kanań, er c’helc’hioł keltiek, er bagadoł. Ma ’z int bet savet alies diwar bolontez un den ez int bet degemeret mat er parrezioł. Ouzhpenn bezań savetaet ur glad prizius-dreist o deus an holl dud-se roet an tu da sevenadur Breizh da zont war-wel e-kreiz ur gevredigezh kemmet, al lodenn vrasań eus an dud o vezań hiviziken o chom e kźr. Bez e oa irvi digor evit an amzer da zont.

Suite

 


Copyright © AVM 1997-2003. Tous droits réservčs.  - écrivez-nous!