III-Un nevezadur Ul lammgresk dichortoz Dihunań a reas sevenadur ha peurheńvelder Breizh war-dro ar bloavezhioł 60, met e-doug ar bloavezhioł 70 eo e teuas an dihun-se da vezań kreńvoch. E korf tri pe bevar dekvloavezhiad en deus sevenadur Breizh adkavet ur startijenn dreist. Kreńv eo adarre skeudenn voutin Breizh, hag ur sin mat eo : ur bobl hag a zo lorch enni gant he feurheńvelder _ goude bezań bet mezh gantań e-pad daou gantved dan nebeutań _ zo gouest da grouiń, da sellout ouzh an amzer da zont gant menn ha fiziańs, kengred gant holl bobloł ar bed ! An hini en em sant eus Breizh, ne vo ket gwanaet e santimant da vezań eus ar Frańs, eus Europa pe eus ar bed, ar chontrol eo. Breizh, degemerus dar sevenadurioł all, dar yezhoł all, ha neket tamolodet warni he-unan, zo ur vro e cheller bezań eurus enni,ur vro hag a chell pinvidikaat kumuniezh an holl dud dre ar bed a-bezh. Feal dhe cheltelezh - a-viskoazh eo bet ar Gelted troet da veajiń kalz -, ez eo chomet bepred digor frank war an donvor, e-giz ma tiskouez a-walch ar visionerien, ar vartoloded hag ar genoberourien zo aet da bell, a viliadoł, dre ar bed a-bezh. E meur a zoare e tiskouez sevenadur Breizh bezań o tiorren da vat. Abaoe pemp bloaz warn-ugent bennak ez eus bet adaozet ur bern chapelioł gant sikour ar gevredigezh "Breiz Santel".War un dro gant al luskad-se, ganet diwar mennadoł a denn dar glad ha dar relijion, e kresk en-dro dedennadur an dud evit ar pardonioł bihan : dre o gwrizioł e adkavont kalz anezho hent feiz o hendadoł. Nevesaet eo bet kalz hor sonerezh, a gaver ennań liammet hengoun ha modernelezh. Brasoch bras e teu da vezań niver ar vuzikerien,ar strolladoł amatourien, ar bagadoł, ar sonerien a vicher hag ar sonerien hanter-amzer, an oberourien benvegoł, ar sonaozourien, an embannerien pladennoł. Klevet e vez war ar mediaoł sonerezh ha yezh ar vro. O virvilhań ema holl stummoł hor chan hengounel: gwerzioł, kan-ha-diskan, kantikoł hag all A-zegadoł eo e vez kontet, e Breizh, ar ganerien, al lazoł-kanań, al lazoł-seniń. Bez hon eus hor festivalioł, bras ha bihan, breizhek pe geltiek an aergelch anezho. War an dachenn embann ha skignań lennegezh Breizh e vez graet ul labour a bouez bras, hag ivez war dachenn an abadennoł skingomz ha skinwel (ganet eo TV Breizh). Ur yezh hag a fell dezhi bevań Ret eo ober meneg eus ar yezh en un doare ispisial, rak ar yezh eo diazez ur sevenadur. Daoust ha neus ket eus al lavar-stur : « Hep brezhoneg, Breizh ebet »? E galleg eo moarvat hon eus bremań al lod muiań eus hon darempredoł. Koulskoude ez eus ouzhpenn 300 000 a Vretoned hag a chell ivez ober gant o yezh dezho. Ar brezhoneg a zalch penn, stad an traoł evitań o vezań, avat, disheńvel a-grenn e-keńver e istor. Hiviziken e vez dibabet a-youl-gaer, muioch-mui, ober gant ar brezhoneg. Komzet e vez e brezhoneg abalamour ma vez dibabet hen ober ; un dibab a ziskouez ur volontez sklaer, a-wechoł hini un emsaver, hag a zo da vezań dalchet kont anezhań. E 1951, gant al lezenn Deixonne, ez eo bet aotreet evit ar wech kentań kelenn ar brezhoneg evel yezh diret. Memes ma ranker anzav e vez komzet nebeutoch eget hanter-kant vloaz zo, « ar brezhoneg a vez studiet muioch mui er skolioł, degemeret evel yezh, enoret zoken, e-giz ma santfe an dud e peseurt dańjer ema, e kement ha ma z eo ur merk milvedel eus Breizh », a lenner e «Geriadur Glad Breiz », nevez deuet er maez. Bugale zo a zesk brezhoneg bremań er skolioł Diwan pe en heuliadoł divyezhek publik ha prevez (2500 er Mor-Bihan). Tud yaouank a dremen an aotreegezh, ar vestroniezh, ar chCAPES, an doktorelezh e brezhoneg. Tud deuet (ur mil bennak en hon departamant) a heuilh kentelioł noz, skoazellet alies gant ar chuzulioł-kźr. An divyezhegezh adalek an oad tenerań zo, a lavarer, ur stummadur mat a-benn studial yezhoł estren, un dra ret en amzer a-vremań, evel meo bet laket war-wel gant an UNESCO en unan eus he mennadoł. Warchoazh, moarvat, e vo gouest pep hini da gomz meur a yezh... Met neo ket hepken dre ma chell « servijout » ez eo talvoudus an divyezhegezh. An tu a ro den em « lavarout » e doareoł nevez war dachennoł a bep seurt. Daoust ha ne vez ket bodet, evit sevel ul laz-seniń, meur a venveg disheńvel, pep hini anezho o tegas e sonliv, e dregern dan oberenn en he fezh, pa vez roet da glevout ? Mestroniań meur a yezh a ro an tu da zisplegań e doareoł liesseurt danvez donań an denelezh, prederioł mab-den, e gorfadoł aon evel just, met ivez ar pezh a esper, ar pezh ema o chortoz, ar pezh a ra e levenez. Ur binvidigezh eo da ziwall, pa weler ema e dańjer da vont da get al lod muiań eus ar yezhoł komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz 4% eus ar yezhoł zo anezho zo komzet gant 96% eus poblańs ar bed ; 90% eus ar yezhoł komzet _ etre 5.000 ha 7.000 anezho_ zo e riskl da vont da get achan da gant vloaz, hervez diaweladurioł an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll. Bez ez eo ur binvidigezh da ziwall pa weler emań e dańjer da vont da get al lod muiań eus ar yezhoł komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz, 4 dre gant eus ar yezhoł (a zo anezho) a zo komzet gant 96 dre gant eus poblańs ar bed; 90 dre gant eus ar yezhoł komzet,etre 5000 ha 7000 anezho, zo e riskl da vont da get achan da gant vloaz, hervez ar pezh zo bet diawelet gant an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll. Ul lorch nevez Diwar ar skwerioł-se ha diwar re all a vefe gellet menegiń, e cheller lavarout ez eo kreńv ar santimant o deus ar Vretoned eus o feurheńvelder, ez eo tomm o chalon ouzh sevenadur o bro ha dreist-holl ouzh yezh hon tadoł, hag o deus dalchet, dre ur seurt menn istorek, dar pezh ez int. Labouret eo «ene Breizh» gant ul lusk don a ro dezhań en-dro al lorch en doa kollet un tamm, hag hen gwriziennań a ra en e istor pinvidik. Ar wrizioł-se, e-giz ma skrive ar brederourez Simone Weil « eo marteze an ezhomm pennań hag ar muiań dizanavezet eus ene mab-den... Pep den en deus ezhomm da gaout a bep seurt gwrizioł. Ezhomm en deus da resev, en o fezh pe dost, e vuhez voral, e vuhez-menoziań, e vuhez speredel, dre hanterouriezh an endroioł ez eo, dre natur, lodenn anezho ». (« Ar gwriziennadur », 1949). IV- An Iliz galv-atizet Kendiviz nevez gant ar sevenadurioł Abaoe un daou-ugent vloaz bennak e vez merzet, eta, ema sevenadur Breizh evel o virviń. Ne chell ket an Iliz chom digas pe diseblant, goude bezań chomet dilavar e-pad ur pennad amzer, ar pezh a chell bezań desevet meur a hini. Diouzhtu goude ar brezel ez eo bet an Iliz prederiet gant kudennoł ekonomikel, sokial ha politikel - a oa mall o diskoulmań dar mare-se - , ken prederiet avat mhe deus, muioch pe nebeutoch, ankounachaet ar sevenadur.Goude-se eo deuet ar Sened Meur Vatikan II hag en deus digoret dremmwelioł nevez dar mare ma kemere ar pobloł o frankiz. Gant an dekred « Ad Gentes » diwar-benn misionerezh an Iliz, ez eo pedet houmań da ober stad eus glad, yezhoł, buhezegezhioł ar pobloł e ya war du enno (nn26). « Diskibien ar Christ a rank anaout an dud emaint o vevań en o zouesk, boulchań kaoz ganto », a cheller lenn choazh en hevelep dekred (n° 11). War ar memes tu e ya ar Sened en e sol-gelenn bastorel « Gaudium et Spes » diwar-benn an Iliz er bed a-vremań, pa lavar : « Kement stumm a wallziforch, pe sokial pe sevenadurel, a-zivout gwirioł diazez mab-den...a rank bezań dilezet ha dilamet, rak kontrol eo da ratozh Doue »(n° 29). Plas zo, a dra sur, dindan heol an Aotrou Doue,evit ar brezhoneg, en ur sellout ouzh an amzer da zont gant ur spered feal ha digor ; hon hendadoł o deus kanet ha pedet e brezhoneg. Bez e chellomp kavout ez eo reizh evidomp ober kemend-all.Gant an dro-spered-se e chell ar feiz hag ar yezh tremen war-un dro eus an eil rummad degile.Un dra vat e vefe e taolfe an Iliz evezh en-dro ouzh kement-se. Rentań justis dar minorelezhioł sevenadurel Meur a wech abaoe memań e penn an Iliz en deus ar Pab Yann-Baol II komzet diwar-benn kudenn ar sevenadurioł ar minorelezhel. Dan deiz kentań a viz Genver 1989, en e gemennadenn da geńver Dewezh ar Peoch evit ar Bed a-bezh, e komz eus ur « gwir da ziwall », hini « ar minorelezhioł da virout ha da ziorren o sevenadur. Neo ket un dra ral gwelout minorelezhioł ema o sevenadur war var da vont da get ». Lezennadurezh ar Frańs a-vremań zo enni, war an dachenn-se, toulloł gwenn da stankań. Ar bolitikourien a chellfe gwellaat stad an traoł e framm ar rannvroeladur emeur krog gantań, evit mirout nen em santfe «emzivadet » tud zo eus ar minorelezhioł zo o chom war douar ar Chwechkogn. E-barzh ar memes kemennadenn e ouzhpenne choazh ar Pab : « An emskiantadur eus stad ar minorelezhioł a ya war gresk hiriv, en holl liveoł, zo anezhań, en amzer-mań, ur sin a esperańs start evit ar rummadoł nevez hag evit hiraezhioł ar minorelezhioł-se. An doujańs en o cheńver a rank, evit gwir, bezań sellet, koulz lavarout, evel ar maen-touch eus un doare reizh da vevań asambles hag e-giz ar merk ema en o barr, war an dachenn sivil, ur vro hag he ensavadurioł. Sin ul lamm war-raok war ar memes tachenn eo, pa vez gwarantet, en ur gevredigezh demokratel e gwirionez, gwir ar minorelezhioł da gemer perzh er vuhez publik, hag ober a ra enor dar Stadoł lech ma vez graet kement-se evit an holl, en un endro a wir frankiz ». En e ziskleriadur da Ilizoł Oseania evit klozań o sened e tegase sońj Yann-Baol II, e 2001, eus unan eus kredennoł start Paol VI: ar feiz katolik, « pell diouzh mougań kement zo mat ha dibar e pep sevenadur, a zegemer er chontrol, a zouj hag a dalvoudeka ijin pep pobl hag a wisk a gened liesdoare sae nemeti - gwri ebet enni - Iliz Jezuz-Krist ». Daoust ha ne vefe ket aze ur remed dan troch a chellfe bezań etre Aviel ha sevenadur, ma rae anezhań Paol VI « gwall-reuz hon amzer », en e gemennadur « Evangelii Nuntiandi » diwar-benn an avielań er bed a-vremań, e 1975 ? Ar gristenien, hag a nach mont re bell ganti hag ober mod pe vod gant ar feulster, a zegas o skodenn-int dur sevenadur a hollvedelezh hag e ziwall a reont den em serrań warnań e-unan. « Aviel Jezuz-Krist, a skrive Yann-Baol II da Ilizoł Oseania, a gomz kement yezh zo. Prizań ha kendastum a ra an holl sevenadurioł. O harpań a ra holl e kement a denn da vuhez mab-den ha, ma vez ret, o glanaat eus o chochien ». A-neuze ez eo « hollvedelezh an Iliz evel un dasson eus liderezhioł ar bed, e kement yezh zo, pe evel ul laz-kanań un-dudi-e-glevout o kanań meuleudi da Zoue, eus an holl vroioł hag eus an holl amzerioł Hollvedel eo an Iliz kement ha ma oar kinnig Keloł Mat an Aviel en ur zerchel kont eus doareoł bevań an dud », a skrive choazh Yann-Baol II e 1985, en e lizher-meur « Slavorum Apostoli » gouestlet da ebestel ar Slaved, Sant Kirill ha Sant Metod. Hag evit echuiń, en ur venegiń, nevez zo, en e gemennadenn abostolel « Ecclesia in Europa », kreskadur an Unvaniezh europat, e hete ar Pab gwelout « an astenn-se och en em ober gant doujańs evit an holl, en ur dalvoudekaat ar perzhioł dibar koulz istorel ha sevenadurel, ouzhpenn lakat da dalvezout en un doare kreńvaet an unaniezh hag an dileuriadekadur. » V-En hon eskopti Evel mhon eus lavaret amań a-us, tud ar Mor-bihan zo a-benn bremań intret don gant ar sevenadur gall ha digor da sevenadurioł all. Ur fed eo nheller ket nachań. Met daoust ha ret eo abalamour da se dilesel a-grenn kement a zeu eus hon amzer tremenet, a ro da anaout en un doare dreist ene ha feiz ur vro a-bezh hag a gav enni dassonioł don ? A bouez eo en amdroadur liessevenadurel a-vremań kinnig un emglev kempouezh etre sevenadur Bro-Chall hag hini Breizh en deskadurezh, er skolioł, en doareoł kehentiń, el liderezh, er sonerezh sakr, An Iliz zo e Gwened ne chell nemet hetiń e vefe miret ha pinvidikaet sevenadur Breizh. Kalz eus he mibien hag eus he merched a gemer perzh dija e labour ar strolladoł hag emsavioł a ro dezhań startijenn. O vroudań a ran da genderchel. « Deomp war-raok » Pediń a ran holl servijoł Iliz Gwened da zerchel kont eus ar chudennoł-se _ zo nevez evit meur a hini achanomp _, da brederiań warno a-zevri ha da glask penaos o diskoulmań da vat. Meur a dra a chell bezań graet pa vez pep hini prest da zigemerout egile ha da gendivizout gantań. Dreist-holl, beleien ha diakoned ar parrezioł, ar chuzulioł pastorel, al lazoł liderezh, al lazoł-kanań, a vo war evezh evit reiń dar brezhoneg ha da sevenadur Breizh ar plas zo da vezań roet dezho el lidoł : ofisoł ar sul, badeziantoł, obidoł, euredoł ar re hen goulenn. Un divyezhegezh gwirion a rankfe gallout mont war-raok. Ret e vo evit se labourat war dachenn al liderezh hag ar sonerezh (krouiń testennoł ha kanoł nevez) ; a-nebeudoł eo eta e teuio da wir an divyezhegezh. Kreizenn Sonerezh Sakr Santez-Anna-Gwened a gemer perzh el labour-se, goude re all. Goulenn a ran ivez gant ar Skolioł Katolik ober muioch choazh a strivoł, kenderchel da zivizout an diarbennoł talvoudus evit ma chellfe deskiń brezhoneg hag anavezout sevenadur o bro an holl vugale ha re yaouank eus ar skolioł, skolajoł ha liseoł, o defe choant hen ober. Implijet e vo evit-se kement zo aotreet ha kinniget gant ar reolennoł, ha graet e vo kinnigoł all ma vez ezhomm. Roet e vo harp dan tadoł ha mammoł ha dar chevredigezhioł a labour gant ar pal-se. Evit ar pezh a sell ouzh an divyezhegezh e vez sevenet aketus, e broioł zo, kement a cheller ober ganti hag ur vad eo evit ar broioł-se. Perak ne rafemp ket ni kement all ivez ? War dachenn an doareoł kehentiń e vo graet evit ar gwellań, kement ha ma vo gallet, evit skignań programmoł zo e brezhoneg (radio Santez Anna, lechiennoł Internet an eskopti pe e darempred gantań ). Perak ne vefe ket kavet ingal, e kannadołigoł parrez ar vro vrezhonek, ur pennad e brezhoneg, diwar skwer ar pezh a vez graet bremań dija e parrez-mań-parrez ? Ur chinnig dibar E-leizh a Vretoned, amań pe e lech all, zo o klask o gwrizioł. Ha ped ha ped, e-touesk ar re a zeu dhor gweladenniń, a chom souezhet gant hor sevenadur dibar, dedennet gant e wirionded. Niverus eo ivez an holl re a labour evit mirout ha kreskiń glad kristen hor bro : ar brezhoneg, koulz el liderezh hag el lennegezh, ar chatekizań e brezhoneg, studi hengounioł kristen ar Gelted, troidigezhioł eus ar Bibl hag eus teulioł pennań an Iliz, sonerezh ha kanennoł, kizellerezh,... Merzet e vez ul lusk nevez. Evito holl e vefe un dra vat, a gav din, e vefe ul lech a eńvor, ur «chounva » arouezius meurbet, a zougfe kellidadurioł nevez. Perak ne vefe ket e Santez-Anna-Gwened, zo anavezet gant an holl, hag a zegemer tud deuet eus Breizh a-bezh hag eus pelloch ? E santual Santez-Anna e vez kemeret preder dija gant an doare da lavarout ha da gas war-raok ar feiz war un dro gant sevenadur Breizh, e diavaez hag ouzhpenn pardon Santez-Anna. Ret e vo ober muioch choazh ha displegań ledan ar gefridi roet da guzul pastorel ar santual e 1997, da heul donedigezh Hon Tad Santel ar Pab, ha resisaet e 2001. Ar Bodad-labour evit ur Bastorelezh e Brezhoneg a gendalch da labourat war dachenn al liderezh, ar chatekizań. Prest eo e izili da reiń dorn deoch en ho kefridi. Ema Iliz hon eskopti a-zevri gant he labour. He atizań a ran da vont war-raok. Evit klozań e fell din menegiń gwerzennoł diwezhań ar barzhoneg «Fiat», bet savet gant Yann-Ber Kalloch e 1912 : « O Fé men gourdadeu, gouleuen beniget, Fiziout a ran hon enklaskadenn hag hor prederiadenn e pedenn ar Werchez Vari, Santez Anna ha Sant Erwan. Gwened, dan 10 a viz Gwengolo 2003 + Fańch-Matilin GOURVES Trugarekaat a ran « Bodad-labour (ledanaet) an Eskopti evit ur Bastorelezh e Brezhoneg » da vezań kenlabouret ganin.
Pour en savoir plus :
|