PLOËRMEL
Coproduction Questions de l'homme - Santez-Anna

 

 

 

Cliquez sur les images pour agrandir


sur la lande

 

    Ploermael, hiziv departamant ar Mor-Bihan, a oa lod e Bro- hag eskopti Sant-Maloù.
En em ledañ a ra hen Bro-Sant-Malo betek ar stêr Argenon er c'hornôg hag e tiskenn betek ar stêr Oud dre vBronn ; kêrioù kozh Josilin, Ploermael, Gwern-Porc'hoed, Gwipri a ro dezhañ he bevennoù kreizteiz; er gevred e kav he harzoù naturel gant ar stêrioù Gwilen ha Mozon hag e kemer er biz Komborn, Evran, Dinan...


Ploermel, carrefour derrière l'hotel du Duc Mercoeur, Dessin de Robida

 

Buhez verr sant Maloù,
gant breur Fulub

 


d'après une gravure de Xavier de Langlois

    Ganet e voe s. Maloù e-kreiz ar VIvet kantved e gevred Bro-Gembre, goude ma oa aet dija war an oad e vamm sz Derwell. E dad anvet Gwent a oa aotrou an tolead. Fiziet e voe ar bugel e skol-vanac'h Llancarfan bet diazezet gant s. Kadoù, ha ma oa neuze s. Brendan an trede abad anezhi. Moarvat e kemeras perzh s. Maloù e beajoù mor e vestr diwezhatoc'h. Mont a rae war-raok gant gred war hentoù ar santelezh, met kement-mañ a zedenne davetañ a-wechoù skarsted hag heskinerezh a-berzh keneiled dezhañ; treiñ a rae atav an argadoù-mañ avat e mezh evit e eneberion hag e brasañ klod evit Doue; burzhudoù eo ivez a zeue war-wel e-kerzh seurt degouezhioù. Galvet gant Doue ha gant bennozh Brendan e treizhas ar mor gant un nebeud menec'h all. Dilestrañ a rejont a-dal da Aled war un enezenn lec'h ma veve neuze ar penitiour Aaron, hag a zeuas da vezañ diwezhatoc'h kêr Sant-Maloù. Broudet gant Aaron ha gant ar Spered Santel e krogas s. Maloù da brezeg en Aled. Eno e tasorc'has un den marv, pezh a droas ouzh Doue tud e-leizh. Ken anaoudek e voe ar boblañs e-keñver an holl vadoberoù degaset dezho gant Maloù ma tibabjont hemañ evel o eskob.

    Hogen, kregiñ a reas an heskinerezh enep s. Maloù gant ar c'hont Haelog da gentañ a gouezhas dall en askont da se hag a voe pareet gant ar sant goude en devout anzavet e wall. Neuze e voe ar warizi, an droukkomz, rak kristenion nevez kanttroet Aled a brofe madoù bras d'an eskob nevez a-benn diazezañ start an Iliz eno war-bouez sevel ur manati hag ilizoù, ha ne blije ket kement-mañ d'an holl. Dirak seurt saviad e kavas gwell s. Maloù pellat diouzh Aled ha goudor a gavas e Bro-Saintonge ("Charente-Maritime" bremañ). E-keit-se e voe reuzet Aled gant ar vosenn hag an naonegezh, met er gwalleur-mañ en em droas annezidi ar gêr davet Doue hag e c'halvjont en-dro s. Maloù a zistroas di neuze. Raktal e paouezas ar freuzoù. Prometet en doa avat distreiñ da Vro-Saintonge hag eno eo e varvas war-dro ar bloaz 620. En eskobiezh kozh Sant-Maloù en deus roet ar sant e anv da deir farrez: Sant Maloù-an-Teir-Feunteun (nepell diouzh Ploermael), Sant-Maloù-Benion (e-kichen Gwern-Porc'hoed), Sant-Maloù-Fili (Baen-Veur). E Bro-Naoned e kaver Sant-Maloù-Gwersac'h, Lokmac'hloù e Bro-Wened, Saint-Malo-de-la-Lande e hanternoz Granville ha mennegomp ivez kêr Saint-Malo e Bro-Gebek (Sherbrooke)… Peder farrez "Saint-Maclou" zo tro-dro da Rouen, tra ma vez graet "Macout" anezhañ e Bro-Saintonge.

 

Pour en savoir plus:

- le site de Tiegezh Santez Anna
- Le morbihan pittoresque
- La Cathédrale, récit des âmes mortes
- Un sorcier de Loyat
- Tro Breiz
- Pont Aven et Nizon
- Les Saints Vétérinaires
- Dinan et les chirurgiens humanitaires

 

 

 

Copyright © AVM 1997-2003. Tous droits réservès.  - écrivez-nous!