AR VUHEZ WAR-LERC'H AR MARV
|
|
AAr vuhez war-lerc'h ar marv ? Sed ur goulenn a ra pep den. N'eo ket hiziv, marteze... met un deiz bennak, dre ret. Arc'hoazh marteze, dre m'emañ un neskar, ur vignonez, war-nez mont kuit. Hag evidomp ivez e teuio an eur.
Jezuz a lavar : " Evit ar pezh a sell ouzh adsavidigezh ar re varv, hag-eñ n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus diskleriet Doue deoc'h dre ar gomz-mañ : " Me eo Doue Abraham, Doue Isaak, Doue Yakob " N'eo ket Doue reoù varv, met Doue reoù vev." (Mz 22,31-33) |
" Plijus da Zoue, ez eo bet karet gantañ,
hag o vevañ e-touez pec'herion, ez eo bet dilamet... Deuet da beurvat e berr amzer, en deus leuniet un hir remzi. Rak plijus e oa d'an Aotroù e ene. Setu perak ez eo aet fonnus er-maez a-greiz ar siegezh... An dud reizh avat a zo bev da viken, ha gant an Aotroù emañ o garedon." (Levr ar Furnez - 4,10,13 - 5,15) |
"evit an dud eo kement-se dreist
o galloud, met evit Doue, emañ pep tra en e c'halloud" (Mz 19,26) "Doue a venn ma vo salvet an holl dud." "Kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet
evit nan aio ket da goll an neb a gred ennañ, hogen m'en
devo buhez peurbadus." |
1 - Santout ervat a ran ennon n'eo ket graet va buhez donañ evit arsaviñ. An netra a zo heugus evidon. Ret eo en ur mod bennak e padfe va buhez, va bezoud en tu-hont d'ar marv, en un doare bennak a vuhez. Evit gwir, ar pezh a glasker eus un tu dindan ar ger 'adkorfidigezh' eo ar beurbadelezh. Met e gwirionez daoust hag an adkorfidigezh eo ar respont mat, daust hag-eñ eo an hent a gas d'an eürusted wirion ?
2 - An dud a wel mat n'hellont ket mont d'ar Baradoz evel-se. An eil re hag ar re all, hon eus emskiant da gaout ezhomm da vezañ glanaet. Daoust ha n'omp ket bet, un deiz pe un all kenlodek en droug tamm-pe-damm er bed, dre an droug hon eus graet ?
(Yn 11, 25-26)
"Evidoc'h, Aotroù, hoc'h
eus hon graet, hag hor c'halon a zo hep diskuizh ken na ziskuizh ennoc'h"
Sant Eosten. |
Aotroù. Setu ar brofadenn a lakomp dirazoc'h-c'hwi, ni ho servijerion hag ho familh a-bezh ; en ho madelezh teurvezit he degemer ; startait ar peoc'h en hor buhez, hon diframmit diouzh ar gondaonidigezh hag hon degemerit e-touez ho tud dibabet. (Pedenn an oferenn) |
Pedenn vihan d'ar Werc'hez Vari.
Bezit laouen, Mari, leun a c'hras, |
Doue a fell dezhañ "ned
afe da goll den ebet, met e trofe an holl d'ober pinijenn."
(II Per 3,9)) |
"Setu teltenn Doue e-touez an dud.
hag Eñ, Doue e-unan, a vo ganto. Ha disec'hañ a raio pep daeraouenn diwar o daoulagad : Hag ar marv, ne vo mui anezhañ... dre maz eo tremenet ar bed kentañ." (Diskuliadur 2, 3- 4) |
Tad Erwan de Boisredon
ha
Hervé-Marie Catta
Lakaet e brezhoneg gant Tad Job LEC’HVIEN