Page d'accueil des dossiers HAG-EÑ E C’HELL AR STERED STURIAÑ HOR BUHEZ ?


SOMMAIRE.

Introduction.

I - KEVRINOÙ TEÑVAL AR STEREDOURIEZH

1 - Lennerezh-planedenn hag arouezkelc’h : petra int ?
2 - Daoust ha skiantel eo al lennerezh-planedenn ?
2.1 - Ar reizhiad stered ha planedennoù a lavarer o deus levezon war hor buhez, daoust ha gwir eo ?
2.2 - Dedennerezh ar planedennoù war an den zo damdost didalvez.
2.3 - Jedet eo an damkaniezhoù steredel war un deiziad faos.
2.4 - Arnodennoù foran bet gwiriet gant doareoù skiantel, o deus diskouezet n’o deus ket ar steredourion muioc’h a chañsoù eget an dargouezh.
3 - Penaos reiñ da gompren e lavar ar steredourion un dra bennak reizh a-wechoù ?
4 - Muioc’h e kreder e galloud ar steredour, muioc'h-a-se e kemer levezon warnomp.
5 - Penaos neuze gouzout ha gallout a ra an dazont kemmañ va buhez ?

II - EUS AR STERENN DA STEREDENN AR VAJED

1 - Ar skiant, ar stered hag ar rezid.
2 - Steredenn ar rouaned.
3 - Ar skiantourion ha klaskerezh Doue.
3.1 - Ar steredenn n’eo ket Doue.
3.2 - Ar skiant ne ziskouez ket Doue, studiañ ar bed eo a ra.
4 - Ar stered hag a c'hell sturiañ va buhez.
5 - Ar stered a ro din goubeizh.


 

INTRODUCTION.

Kalz kempredidi dimp a glask rekour ar planedennoù evit gouzout o chañsou da c’hounit er redadennoù, en aferioù pe en amourousted, er politikerezh hag er skiantoù zoken..

Al lennerezh-planedenn zo an « dodenn sterennel »vrudet o taolennañ lec’hiadur sterennoù diseurt en oabl da vare hor ganedigezh. Alese ar goulenn : hag-eñ o deus ar stered ul levezon arbennek pe daveek war hor buhez ? Pa dremener eus al lennerezh-planedennoù d’an alvez gwirion, daoust ha devoudañ a ra an alvez buhez ha tonkad pep unan ? Gouzout a reer a-hend-all e oa bet sturiet Rouaned-Vajed vrudet Nedeleg davet Jezuz bugel gant ur steredenn merzet ganto. Hiziv c’hoazh, ha gallout a ra arvesterezh ar stered hag an alvez kas an den betek rinoù ar vuhez, ster ar vuhez, ha lavarout dezhañ ez eus « ur vuhez war-lerc’h ar vuhez » ?

Klask a reomp el levrig-mañ diskouez en un doare eeun penaos kavout ur respont d’ar goulennoù-se. Gant frankiz ha gwirionez.


I - KEVRINOÙ TEÑVAL AR STEREDOURIEZH


 

1 - Lennerezh-planedenn hag arouezkelc’h : petra int ? Horoscope et zodiaque : qu’est-ce que c'est?

Leun eo ar c’helaouennoù a lennerezhioù-planedenn ! Evit gwir, diouganoù (pe damheñvel outo) e-sell d’an dud hervez ma’z int ganet e koulz-mañ-koulz eus ar bloaz. Setu pezh a vez anvet sinoù an arouezkelc’h : “Pesked”, “Gwerc’hez”, “Sadorn”, “Gwareger”, “Gavr”, pe “Pouezerez”... Daouzek ez eus anezho

Thème astral Gant petra emañ o klotañ an arouezioù-se ? Spislec’hioù en oabl, ha netra ken, merket gant un teskad stered anvet « steredeg », miret er spered en ur stumm skeudennel pe luniek : ar pesked, ar valañs... Ar steredegi-se en em ziskouez war ur riblenn en oabl anvet « kelc’hdrova », d.l.e. an hent a seblant heuliañ an heol e-kerz ur bloavezh war volz an oabl steredennek. Ar riblenn-se eus an arouezkelc’h a zo a 16 derez 60 munutenn a led, pe 8 derez 30 munutenn a bep tu eus steuñv ar c’helc’hdrova. An holl blanedennoù o treiñ evel an douar en-dro d’an heol - nemet Pluton - a vez gwelet ivez er riblenn-se eus oabl en arouezkelc’h. Evel-se, hervez mareoù ar bloaz, e sav an heol da veure er steredeg-mañ-steredeg eus an arouezkelc’h.

« Steredourion » an amzer-gent, e Babulon da skouer, hag a veze oc’h arvestiñ ouzh an oabl, an heol hag al loar, ar stered, o doa reizhet un hentenn evit « lavarout an dazont » d’un den : studiañ lec’hiadur an heol hag ar planedennoù er sinoù an arouezkelc’h da vare e c’hanedigezh. Al lennerezh-planedenn, pe dodenn sterennel, a ziskriv al lec’hiadur-se eus ar sterennoù niveret uheloc’h, da vare ar c’hanedigezh. Da c’houde ez eur deuet da gaout c’hoant da grennañ temz-spered un den ouzh e dermenañ hervez e blanedenn : mard oc’h ganet er prantad-hont eus ar bloavezh, da skouer, da vare ar pesked, neuze hoc’h eus diouzh-ret temz-spered ar pesked. Ur mod boaziek da gomz eo hemañ : « arabat lakaat ur pesk gant un tourz ». Un dra brell eo, met se a vez lavaret ha skrivet, hag e teuit erziwezh da grediñ.

Diouzh an temzoù-spered e tiskriver ivez « chañsou an emgavioù amourous, ar c’hoarioù, ar berzhoù-mat en aferioù pe bolitikel, h.a...

2 - Daoust ha skiantel eo al lennerezh-planedenn ?

Evel-just ez eus ul lodenn a wir evezhierezh el lennerezh-planedenn, hag un all a driaklerezh, ar c’hoshañ hag ar berzhusañ er bed. Melezouret e vez dirazoc’h, mar gellan lavarout, un nebeud steredennoù gwirion evit gwerzhañ deoc’h keroc’h ar re faos. Sed amañ penaos e c’hoarvez an traoù.

Sinoù an arouezkelc’h ez eus anezho steredegi evit gwir. An Douar a vez o treiñ en-dro d’an Heol en ur ober ur bloavezh, ha kement-se en ur steuñv m’emañ amezek anezhañ hogos an holl blanedennoù all. Dre-se, ar steredourion, abaoe ar Vabuloniz betek Copernic er XVI-vet kantved, o deus soñjet edo an Heol hag ar planedennoù o treiñ en-dro d’an Douar. E gwirionez n’eus nemet al Loar a dro en-dro d’an Douar. Hag an Douar, Merc’her, Gwener, Meurzh, Yaou ha Sadorn a vez o treiñ en-dro d’an Heol e steuñv ar « c’helc’hdrova », (evel war ur bladenn blaen). Evel-se en em ziskouez an Heol hag ar planedennoù meneget en oabl lerc’h-ouzh-lerc’h e steredegi disheñvel an arouezkelc’h. Neuze, ha gwir eo al lennerezh-planedennoù ? Meur a dra ez eus ezhomm evit bezañ gwir.

1°) - Ar reizhiad stered ha planedennoù a lavarer o deus levezon war hor buhez, daoust ha gwir eo ?

Voie lactée Reizhiad ar steredourion n’eo ket gwir. Gwir eo ez eus eus steredegi, anezho sinoù an arouezkelc’h. Hogen, e-kerz an amzer, ne sav ken an Heol en hevelep sinoù eus an arouezkelc’h. Un dilec’h a n, ur miz evit gwir, a c’hoarvez bep daou vil bloaz. N’heller ket eta lavarout emañ ar steredeg-mañ, ar sin-mañ eus an arouezkelc’h, o tevoudañ abaoe milvedoù temzoù-spered an dud er stumm-mañ-stumm. Diwir eo diazezañ an displegadurioù steredouriezhel war regennadoù stered o kemmañ gorrek, met diarsav.

D’an eil, ar planedennoù Merc’her, Gwener, Meurzh, Yaou ha Sadorn ez eus anezho, ya. Al lagad a c’hell o gwelout, hag int eo ar re anavezet nemeto bremañ zo 3000 bloaz. Abaoe avat, ez eo bet dizoloet ar planedennoù-mañ : Uranus, dizoloet e 1781, Neptun e 1846, ha Pluton e 1930 ; hag ouzhpenn, adplanedennoù Yaou, ha gourizoù asteroidennoù, steredigoù pe dammoù planedennoù o treiñ en-dro d’an heol, lies miliadoù anezho etre Meurzh ha Yaou.

Steredouriezh al lennerezh-planedennoù avat n’he deus netra da lavarout war « levezon » an holl steredegi-se. Mar ne gomzit ket anezho, ne ra ar steredourion van ebet anezho. Mar grit goulenn outo, ec’h asuront derc’hel kont anezho. Dav eo gouzout ivez ez eo graet ar steredegi - henn gouzout a reomp bremañ - gant stered a seblant bezañ a-gevret, met a zo e gwirionez, darn anezho, pell ac’hanomp a vloavezhioù-sklêrijenn, ha darn all miliadoù ha miliadoù bloavezhioù-sklêrijenn pell diouzhimp. N’int ket eta strollet tamm ebet a-gevret en doare da gaout « levezon » voutin, a-enep ar pezh a grede ar re gozh.

2°) - Dedennerezh ar planedennoù war an den zo damdost didalvez.

Gwir eo, hervez lezennoù an dedennerezh hollvedel, o deus an holl gorfoù neñvel ul levezon an eil re war ar re all ; treiñ a ra ar planedennoù en-dro d’an heol hag an heol a zo sachet da heul e steredeg, h.a...

Hogen a-fet an dud, o deus jedet Stefani RUPHY ha Jean-Marc HURE er gelaouenn « La Recherche » (an Imbourc’h), kerzu 1996, an dra-mañ : « Levezon ar c’helc’hellerezh embreget gant ar lanedenn Meurzh war un den annezet e-kreiz Pariz zo kant gwech gwanoc’h eget hini an tour Eiffel ». Kinnig a ran deoc’h lavarout din peseurt levezon en deus warnoc’h an tour-se pa vezit o vale e-barzh Pariz en ul lec’h ma ne welit ket an tour ?

Evit gwir n’eus nemet an heol, da gentañ, hag al loar, en un doare gwanoc’h, o deus efedoù heverz war an douar : sklêrijenn, tommder, gremm, o tont eus an heol war an douar, a ra ar c’houlzoù-amzer, kresk ar plant, h.a... A-wechoù e vez, zoken, avelioù-heol a uzennoù strinket diwar an heol, hag a c’hell bezañ kaoz eus ar gourruzelloù-hanternoz pe eus an arnevioù gwarellek. Ar re-mañ a ra dreist-holl direizhañ kehenterezh ar radio. Krak...krak...

A-fet al loar, levezonañ a ra al lanvoù a-gevret gant an heol, ha derc’hel a ra lusk ar c’houlzoù-amzer en ur herzel ouzh forc’hadoù bras-tre war gostez he ahel evel o deus Merc’her pe Veurzh. Mar he defe levezon war an temz-spered avat, e vije war an holl dud e lec’h-mañ-lec’h, ha n’eo ket hepken war ar re a zo ganet d’an deiz-mañ-deiz.

Ha bout zo nerzhioù all o c’hoari ? Respont ar skiantourion : « M’az eus reoù all, diskouezit-i dimp ! »

Ha ni ivez a c’hell lavarout d’ar steredourion : « Fellout a ra deoc’h o dije ar stered ul levezon : an hini nemeti o deus eo an hini a glaskit, c’hwi, kaout warnon, dre berzh ur ouiziegezh skiantel, d’ho meno, evit va sebezañ, ha ned eo un avel-heol zoken, un avel ne lavaran ket ».

A-hend-all, dic’houest eo ar steredourion, ar re evezhiekañ zoken, da wiriekaat ent resis pelec’h edo ar stered hag ar planedennoù da vare ho kanedigezh, mar gellfec’h zoken resisañ ar munutennoù rik ma’z oc’h deuet er bed.

3°) - Jedet eo an damkaniezhoù steredel war un deiziad faos.

Babuloniz, ha marteze c’hoazh an dud a veve er XVI-vet kantved, a c’helle krediñ e pouez deiziad ar c’hanedigezh, er stered hag er planedennoù en em gave d’an deiz-se ha d’an eur-se ! Met ne c’hoarvez ar c’hanedigezh nemet nav miz war-lerc’h an engehentadur. Ha bremañ e ouzomp ez eo bet krouet ar glad dedarzhel, va fivelezh, adal an engehentadur, en un doare unel a-grenn, ken e c’heller hiziv dre ar prouadoù dedarzhel hennadiñ un den gwelloc’h eget gant enlouc’hadoù-bizied.

Penaos e c’heller empentiñ o dije ar stered hag ar planedennoù ul levezon warnon da vare va ganedigezh nemetken, ha nep hini e-pad an nav miz kent ! Pe c’hoazh, ha gwirheñvel eo, mard eo bet, evit abeg pe abeg, distignet ar c’hanedigezh un devezh a-raok an termen, (evit yec’hed ar vamm pe dreuzvuhez ar bugel) em bije neuze un temz-spered disheñvel a-grenn ?

4°) - Arnodennoù foran bet gwiriet gant doareoù skiantel, o deus diskouezet n’o deus ket ar steredourion muioc’h a chañsoù eget an dargouezh.

Souezhet e vezer a-wechoù gant an disoc’h-mañ-disoc’h eus ul lennerezh-planedennoù, eus diouganenn ur steredour. Eeun eo ar respont : degouezhout a ra ganto evel ganeoc’h-c’hwi ha ganin-me, kouezhañ just. Imbourc’hioù skiantel-kenañ zo bet graet a-zivout an traoù-se, ha pergen gant Shawn Carlon, eus skol-veur amerikan Berkeley, a-gevret gant an National Council for Geocosmic Research (Kuzul Broadel evit an Imbourc’h douaralvezel), anezhañ ur gevredigezh steredourion.

Ar steredourion-se a rae poltred bred un nebeudad tud dre lennerezh-planedennoù. Neuze e veze lakaet an dud-se d’ober prouadoù skiantel a bersonelezh. Ar steredourion a zlee goude, evit an den m’o doa graet lennerezh-planedenn evitañ, anaout ar gwir prouad skiantel e-touez tri kinniget dezho. An hiniennoù, diouzh o zu, a zlee anavezout e-touez tri foltred steredouriezhel an hini tennet evit gwir eus o lennadur-planedenn dezho o-unan gant ar steredourion.

An disoc’hoù zo bet embannet e 1985 er gelaouenn skiantel « Nature » : disoc’h an daou arnod-se n’eo ket luziet-meurbet. Ar steredourion o deus faziet div wech war deir o klask kavout gwir prouad an den m’o doa graet an aelad bred anezhañ dre ar steredouriezh. Hag an hiniennoù o deus faziet div wech war deir o klask anavezout o foltred steredouriezhel.. O tennañ d’ar bizenn e kaver er respontoù an hevelep disoc’hoù.

3 - Penaos reiñ da gompren e lavar ar steredourion un dra bennak reizh a-wechoù ?

Gwir eo e kouezh just a-wechoù ar steredourion, ken alies hag an dargouezh, evel anataet gant an arnodadur skiantel usveneget, hag aliesoc’h e degouezhioù zo.

Studiomp an degouezhioù-se. Lavaromp diouzhtu eo ar re finañ a lavar deoc’h « un dra bennak gwirion » ; d.l.e. ar re a oar ho selaou, reiñ fiziañs deoc’h. Ober diouzh m’en em gavfec’h mat ha neuze lavarout deoc’h ar pezh hoc’h eus c’hoant da glevout pe a ro deoc’h fiziañs evit ur pennad, a-enep hoc’h enkrez. Anat deoc’h o deus klasket, e meur a zegouezh, titouroù diwar ho penn en a-raok : an doareoù zo anavezet gant an arbennigourion. N’eus oad ebet d’ar sekred, ar jipsianezed kozh a ra berzh alies, ken mat hag ar steredourion-vredourion yaouank gwisket kran hag evezhiek-tre ouzhoc’h.

Pell zo n’em eus ket gwelet Gwilhamet. Me’gav din ned a ket re vat an traoù ganti er mare-mañ. Ra zeuio d’am gwelout », sed a lavar ur steredour mistr a live uhel da vignonez Gwilhamet, un dizimeziadez o vont da dremen Nedeleg hec’h-unan. Ha Gwilhamet ouzh he c’hlevout a lavar : « Soñjet en deus ennon ! Sell ! gwir eo, gwelet en deus just, n’on ket re vat er mare-mañ. Mont a ran d’e welout ». Evel-just, mar en divije gouvezet dre he mignonez e oa kefrisa Gwilhamet, n’en dije ket ar steredour lavaret hevelep tra, hag en dije klasket e-touez e arvalion unan bennak ma oueze kaout ezhomm da vezañ kennerzhet. Skouerioù fentus a-walc’h a gaver.

An aotrou hag an itron B., kelaouennerion, o deus skoulmet darempredoù gant un amsez. « Hag e c’hellit, a c’houlenner outo, ober dillo an danevell lennerezh-planedennoù evit ar magazin sizhuniek-mañ ? Chomet eo klañv an hini a zlee henn ober ». Hor c’houblad a labour fonnus : didammañ a reont un nebeud danevelloù er magazinoù all. Merzout a reont he doa pep diouganenn sizhuniek kement ha kement a c’hoarvezadennoù eürus ha gwalleürus evit ur sineus an arouezkelc’h : n’eus kudenn ebet. Neuze e veskont « diouganennoù liesseurt, en doare da gaout dalc’hmat un diouganenn amsklaer hanter-hanter ». Mat-tre eo tremenet an traoù. Bet o deus meuleudioù ar vestrez-skridaozerez, laouen-meurbet e oa bet al lennerion. Ur vaouez zoken hag a laboure en amaezhiadurezh ar gelaouenn a oa dimezet, emezi, a-drugarez d’al lennerezh-planedennoù.

Evit mad an tiegezh, gwelloc’h eo na ouvezfe biken penaos e oa bet fardet an « diouganoù ».

4 - Muioc’h e kreder e galloud ar steredour, muioc'h-a-se e kemer levezon warnomp.

Ar goulenn gwirion da ober gant ar re a gred e « galloud » ar steredour-mañ-steredour eo ; daoust hag emañ e ouiziegezh e gwirionez el lennerezh-planedennoù pe el levezon en deus gouezet kemer warnon ?

Mar em eus ezhomm da beoc’haat va nec’hañsoù war an dazont, evit va yec’hed pe hini va zud-kar, evit va arnodenn pe va micher, evit karantez ur mignon(ez) em c’heñver, ken mat ha reoù all eo ar steredourion evit va frealziñ pe evit reiñ kalon din. Gant ma vo dic’hoantek avat an hini a ro din kalon, ha gant na denno ket gounid eus va stad. Bez ez eus prizioù da baeañ hag a zo grevus. Ha n’eo ket hepken en arc’hant.

Ar frealzerion wirion eo ar re a ro din skoazell da zont da vezañ dieub, naren ar re a gemer lañs warnon. Ha piv a c’hell kemer levezon warnon muioc’h eget an hini a ro din da grediñ en deus galloud da lenn er stered ? Nann eta, n’eo ket ar stered a ya da vleniañ va buhez, ar steredour-gourou eo a ya da sturiañ va buhez.

Disoc’hoù drastus-meurbet a c’hell c’hoarvezout en ho puhez speredel goude darempredoù gant gwelourion ha steredourion. Merzomp e-touez an disoc’hoù drastus-se : an dallentez speredel, an dristidigezh, an dic’hoanag, an arvar e-keñver karantez Doue evidomp. N’hellomp ket displegañ an arvez-se el levrig-mañ. Evit pareañ ez erbedomp dioueriñ ar pleustradennoù-se, kofesaat, goulenn an dieubidigezh hag al levenez digant an Aotroù, azeuliñ Jezuz-Krist er Sakramant Santel, Jezuz-Krist, gwir Doue ha gwir den. Eñ eo hon Dieuber, hol levenez, hor goanag.

5 - Penaos neuze gouzout ha gallout a ra an dazont kemmañ va buhez ?

Ya, un dra bennak mat ha nevez a c’hell c’hoarvezout en hor buhez. Galloud o deus ar stered da zegas dimp ur goanag, gant ma’z aimp evit gwir d’al lec’h ma reont sin dimp mont. Emaomp o vont d’henn gwelout en eil lodenn.


II - EUS AR STERENN DA STEREDENN AR VAJED


 

1 - Ar skiant, ar stered hag ar rezid.

Ne zevoud ket ar stered buhez an den evit gwir, met gallout a reont e skoazellañ da gavout e verkoù.

Ar merk anavezetañ gant an dud evit sturiañ o hent eo an heol. En em heñchañ a reomp en ur sellout ouzh an heol : sevel a ra er reter ha mont a ra da guzh er c’hornôg. Mar lakan va brec’h dehoù er reter, va brec’h kleiz er c’hornôg, emañ an hanternoz dirazon hag ar c’hreisteiz, pe Su, a-dreñv din. Da noz, ar Sterenn a ro tu din da anavezout an hanternoz. A-dra-sur e c’heller ober jedadennoù gouiziekoc’h : betek nevez zo, pa dreuzed ar morioù-bras e c’helled jediñ an hed, d.l.e. ar pellder etrezek ar c’hornôg pe ar reter, hag al led ; d.l.e. ar pellder diouzh an ahelbenn hag ar c’heheder, gant jedadennoù diazezet war an heol hag ar stered. (Dre ar reizhiad GPS, hiziv, e kemer an amgerc’helloù lec’h ar stered).

Er ster-se ez eo talvoudus ar stered evit bleniañ va buhez. Hogen ne zevoudont ket va buhez, ket muioc’h eget ur panell-heñchañ en ur c’hroashent : da skouer ma’z eus merket warnañ « Naoned 55 km », n’on ket rediet da vont da Naoned, met va sikour a ra da c’houzout pelec’h emaon.

Evel-se c’hoazh, pa vez ar skiantoù oc’h arvestiñ ouzh an alvez, ouzh ar bed fizikel, e teskont dimp meur a dra. N’eo ket hepken war ar stered hag ar planedennoù, ar fizik derc’hanel, fizik an dourennoù pe an heverennoù, an douarouriezh, an douaroniezh, h.a...

Dre berzh ar skiant ez eus tu da sevel diaweladoù zo, da skouer an hinouriezh, gant un tamm marz da faziañ, hag evit ur pennadig amzer hepken.

Ar vevoniezh hag ar vezekniezh a zesk dimp ivez kalz a draoù diwar hor penn dimp-ni ha diwar-benn ar galloudoù hon eus da vleniañ hor buhez.

Ar skiant koulskoude ne lavar morse ned eo ar stered, nag an avelioù, nag an douar, nag an atomoù termenadur na pal hor buhez.

E gwirionez e vez lezet gant an holl savelennoù hag arbennoù-se tachennoù andespizet, eleze tachennoù a frankiz. E domanioù zo e teuer da rakwelout disoc’hoù stadegel, tamm ebet avat an disoc’hoù hiniennel.

Evel-se ez eo rezid an den blein an natur ha ned eo un ezreolenn nemet dre e zoare pellvanek. Dre ar frankiz-se e c’hell an den, en ur sellout ouzh ar stered, sturiañ e vuhez en ur glask pal ar vuhez-se en tu-hont d’ar stered.

Setu penaos, 150 bloaz a-raok hon oadvezh, d.l.e. kent ganedigezh Jezuz-Kist, e lakae ur Fur ar soñj-se dre skrid (Fur 13,1-9) :

« Berrboell eta dre natur an holl dud na oa ket enno anaoudegezh Doue ha na oant ket bet, diwar ar madoù gwelus evit anaout an Hini-a-zo, nag evit spurmantiñ an oberour dre eveshaat ouzh an oberennoù.
Met an tan, pe an avel, pe an aer link,
pe ar volz stergannek, pe an dour diroll,
pe gouleier an neñv, eo o deus sellet evel doueed, mistri ar bed !

Mard eo, boemet gant o c’haerder, o deus kemeret anezho evit doueed,
ra ouezint pegement eo gwelloc’h Mestr an traoù-se,
rak krouer ar c’haerder eo en deus graet anezho..

Ha mard eo gant o galloud hag o oberiantiz ez int bet saouzanet,
   ra veizint diwar an traoù-se pegen galloudusoc’h eo an Hini en deus oberiet anezho, rak diwar braster ha kaerder ar c’hroua-durioù e vez, dre zamheñvelded, arvestet ouzh o C’hrouer.
(...) marteze e tiheñchont en ur glask Doue ha gant ar c’hoant d’e gavout. Pennboellet gant e oberoù, e vezont o sonteal hag e vezont kendrec’het dre ar gweled, rak kaer eo ar pezh a welont !

Ha neoazh ar re-se ned int ket da zigareziñ :
rak mard int bet gouest da c’houzout a-walc’h evit gallout imbourc’h an egor,
penaos n’o deus ket dizoloet kentoc’h ar Mestr anezhañ ? »

Fur 13, 1-9

2 - Steredenn ar rouaned.

Ha steredenn ar Vajed ? Perak e ro an Aviel anezho da skouer, mar en em renont evel ar steredourion o heuliañ ur steredenn ?

Astronome Deurus-tre eo ar goulenn-se. Evel-just hon eus displeget endeo ar pezh a zo o vont da reiñ an tu dimp da ober an diforc’h.

Ur resisted vihan da gentañ evit ar re a blij dezho traoù resis : hengoun ar bobl eo a gomz a rouaned ; an Aviel a lavar Majed. Ne vern, a-hend-all. Ar Vajed a oa tud desket an amzer, ken steredourion ha steredoniourion, ken lennerion dornskridoù kozh ha jubennourion huñvreoù. Goulakaat a c’heller e pep keñver ec’h eveshae an dud-se ouzh ar stered dreist-holl, hag he deus unan anezho o dedennet peurgetket.

Perak ? kreñvoc’h sked, dilec’hiadur hewel ? Planedenn, steredenn lostek, sterenn, supernova, asteroidenn ? « Sterenn » a lavar an destenn. N’eo ket arvarus. Pelloc’h e welimp pezh a c’hell lavarout hiziv ar skiant.

Ar Skiant ha Steredenn ar Vajed.
Hervez lod steredourion an amzervezh, edo Sadorn sterenn-argel Israel, ha Yaou ur blanedenn roueel. Padal o deus kejet Yaou ha Sadorn div wech er bloaz -6, ar pezh en defe gallet reiñ lec’h da imbourc’h ar Vajed. En destenn, end-eeun, e tec’h ar steredenn diwar-wel e-pad ur pennad-amzer. Ar gejadenn-se a zo bet studiet gant David Hughes eus skol-veur Sheffield ha gant Fulup Veron eus Arsellva Pariz. Bez ez eus ivez ur gejadenn etre ar planedennoù Gwener ha Yaou er bloaz 2, d’an 8 a viz kerzu, hag er bloaz -1, d’ar 17 a viz mezheven. Erziwezh ez eus ivez goulakadur ur waskadenn war Yaou gant al Loar er bloaz -6. Gouzout a reer ivez e gwir ez eo lakaet deiziad ganedigezh Jezuz-Krist etre -6 ha +1, hervez an daveoù istorek.

Met sellomp ouzh an emzalc’h. Kevrediñ a ra ar Vajed ar sterenn-se dellezek da vezañ pledet ganti, gant un hendiougan ; krediñ a c’heller ez eo diougan Balaam : « Tarzhañ a ra ur steredenn eus Yaakov ; sevel a ra ur vazh-roue eus Israel... » (Niveroù, 24,12), n’eus avat netra asur. Kevredet o deus bepred ar sterenn ma oant trokellet ganti, gant ganedigezh roue ar Yuzevion.

Mont a reont eta da Jeruzalem hag e c’houlennataont Herodez, roue ar Yuzevion, lakaet en e lec’h gant ar Romaned. Kemer a ra hemañ an dra-se evit un afer sirius : ur c’hevezer ? Seul vui ma n’eo ket, eñ, Herodez, ur yuzev. Aon bras en deus na vefe un diskennad da Zavid, tiegezh roueel kozh ar Yuzevion, o vont da vodañ ar bobl en-dro dezhañ. En un doare pilpous, e ra neuz da vezañ dedennet gant an afer. En em guzuliañ a reer gant arbennigourion ar Skriturioù yuzev, doktored al Lezenn. Gouzout a reont, int, pelec’h e tle genel diskennad David : e Betleem. Ar Vajed a gemer kentizh a-nevez an hent da Vetleem, e-lec’h ma kavont ar bugel. Stouiñ a reont evit dougen bri dezhañ ha kinnig a reont dezhañ o frofoù : aour, ezañs, ha mir. Ha da vont kuit hep tremen dre di Herodez... Hemañ, fuloret a ya d’ober lazhadegañ an holl vugale dindan daou vloaz e Betleem.

Ha gwirheñvel eo ? Tabutet eo bet kalz : an istor-se ne vije nemet un danevell diwar faltazi evit reiñ da gompren arouez roueel ar mabig Jezuz.

Diaes eo lavarout ent-resis ar pezh a zo c’hoarvezet. Met n’eo ket diwirheñvel an istor-se. Evel lavaret er pennad-stern, dedennet eo ar steredoniourion da studiañ gallusted an anadenn, ha kavet o deus lies gallusted (kv. Ar Figaro, 26 kerzu 1996, « Sked kevrinus steredenn Vetleem »)

Evit krizder Herodez, aprouet a-grenn eo gant an istor : mar n’ouzer netra resis a-zivout lazhadeg Vetleem, gouzout a reer avat en deus graet lazhadegoù all, kalz grevusoc’h, da gentañ hini e vibion o-unan, gant an aon na gemerfent e c’halloud. Anavezet eo ivez en istor ar marevezh ur steredour armeniat, Tiridat, en doa beajet er bloaz 66 betek Roma evit lavarout da Neron en doa gwelet er stered e oa un Doue anezhañ. Boazet e oa ar steredourion da vont davet ar c’halloudeion evit gounit garedonoù diganto. Istor ar Vajed a zo eta gwirheñvel-kenañ, zoken mar n’hello ket bezañ gwiriekaet a-grenn. Met kalz pouezusoc’h ha deurusoc’h eo pezh a c’heller displegañ diwarnañ : diskouez a ra dimp peseurt emzalc’h da gaout e-keñver ar bed hag ar stered.

3 - Ar skiantourion ha klaskerezh Doue.

Mar lakaomp a-geñver end-eeun ar skiantourion a-vremañ ha Majed Vetleem, ez eus tu da gompren un dra bennak a-zivout enklask Doue.

1°) - Ar steredenn n’eo ket Doue.

N’eo ket an tonkadur. Ar stered ne zevoudont ket hor buhez nag hon dazont, hogen goulennoù a savont ouzhimp.

Dirak ur steredenn dianav, un anadenn alvezel nevez o deus kroget ar Vajed da glask, hag en o enklask o deus dizoloet kalz ouzhpenn ; kejet o deus gant ar mabig Jezuz. En ur vont en tu-hont d’ar bed skiantel, o deus digoret o skiant da Zoue ; aotre o deus roet dezhañ da lavarout dezho piv e oa. Neuze o deus kejet, n’eo ket gant ur bugel hepken, met gant ar Bugel-Doue.

Herodez, eñ, ne glaske er bugel nemet ar bugel-roue, evit e lakaat da vervel.

Doktored al Lezenn, a ouie. Anaout a raent ar Skriturioù hag e c’hellent lavarout pelec’h e tlee genel Roue ar Yuzevion. Hogen n’int ket aet d’e ziambroug ; n’en klaskent ket ha n’o deus ket e gavet.

Ha pep hini ac’hanomp, mar ne glask ket en e galon anaout Doue, gallout a ray ar stered lugerniñ atav ha reiñ testeni dezhañ, met n’en gwelimp ket. Ar stered n’int ket Doue, arouezioù int avat war-zu Doue, ha kalz arouezioù all ez eus evit ar re a zo war glask.

2°) - Ar skiant ne ziskouez ket Doue, studiañ ar bed eo a ra.

Ar bed avat n’eo ket hepken tra da anaout gant ar skiant, tra da souezhiñ dirazañ eo ivez. Sevel a ra goulennoù ouzhimp. Ar skiant a ziskouez dimp ar reoliegezhioù, urzh an alvez, met perak an urzh-se, ar reoliegezh-se ?

Hiziv e tiskriv ar skiantourion ar pezh a vez anvet « arstalennoù an hollved ». Ha dizoloet o deus, mar ne vije ket eus an arstalennoù-se, gant ar vrasañ resisted, n’en dije ket ar bed anavezet ar vuhez, hag evel-just ne vije ket bet tu d’an den dont a-wel un deiz en ur bed digenkladus ouzh ar vuhez.

Piv en deus gallet meizadañ, reoliañ ar bed-se hag an arstalennoù-se ?

Dre ar skiant ne vez ket anataet Doue gant an den : ne glask ar skiant nemet dizoleiñ arstalennoù an hollved.

Met pa laka en arstalennoù-se da sevel e penn ar skiantour a-vremañ souezh Majed Vetleem, daoust ha ne gej ket, eñ ivez, gant ur steredenn en oabl ? Istor ar Vajed a ziskouez dimp peseurt emzalc’h a c’heller kaout e-keñver ar bed hag ar stered.

Ar steredenn-se n’hon redi ket da vont da azeuliñ Mabig Jezuz e Betleem, ket muioc’h eget Doktored ouiziek al Lezenn, ket muioc’h eget Herodez galloudus.

Met an neb a vo souezhet hag a glasko a gavo.

4 - Ar stered hag a c'hell sturiañ va buhez.

Ya, gouest eo ar stered da vleniañ va buhez ; neket evit he c’hraouiañ en ur rouedad diboell a chañsou hag a zichañsoù. Em buhez ez eus mil steredenn vihan, ma ra Doue sin din drezo : un den bet kejet gantañ, levenez diwar ganedigezh ur bugel, ur boan diwar un disparti a sav ouzhin goulennoù a-zivout ar beurbadelezh...

Steredenn Vetleem he deus sturiet ar Vajed betek ur roue paour, un Doue gwan-meurbet ha bihan-tre. A-dra-sur o deus bet tu da vezañ souezhetoc’h gant ar roue-se en ur staol, gant an Doue-bugel-se, eget gant o steredenn dianav.

Ha mard eo Doue evit gwir estreget ar skeudenn am eus anezhañ ?

Pebezh kevrin a garantez a zo diskleriet gant ar bugel-se e-lec’h m’en em ra an Doue hollc’halloudek bihan-kenañ evit kejañ ganin !

Perak nac’h sellout ur predig ouzh diskuliadur iskis an Doue-se na fell ket dezhañ ober ur sklav ac’hanon ? Ne zeu ket evel ur bugel da raskañ va rezid, nag evit va lakaat da c’houzañv pe da herzel ouzhin da vezañ eürus.

Ar steredenn a gas da Vetleem. Ne gomz ket. Va lezel a ra dieub.

Dieub ivez e vezan lezet gant bugel Betleem. Ne gomz ket c’hoazh, met prestik e komzo ouzhin, mar bezan ouzh e selaou, a-dreuz an Aviel.

5 - Ar stered a ro din goubeizh.

Evel m’hon eus merket en arroud a-raok, kalz darvoudoù em buhez a zo marteze steredennoù o strinkellikat, dinerzh-kaer, marteze. Frankiz am eus d’o merzout pe get. Marteze e roio al levrig-mañ skoazell din evit o anavezout.

Perak e ra Doue sin din dre ar steredennoù-se em noz-me ?

Dre ma kar ac’hanon. Prometiñ a ra din un dazont lec’h ma vin karet. (Kv, hol levrig Ar Vuhez war-lerc’h ar marv) Stered ar steredourion hag al lennerezh-planedennoù a bromet un dazont a chañs, amsklaer dalc’hmat, en doare da reizhabegañ ivez an droukchañs.

Doue Jezuz-Krist n’eo ket amsklaer. Komz a ra ouzhimp holl hag a zo ankeniet :

« Deuit davedon, c’hwi holl hag a zo skuizh hag a bleg dindan ar bec’h, ha me ho tivec’hio..., rak dous on hag izelek a galon » (Mz 11,29)

Ha gwelet hoc’h eus sinoù eus an arouezkelc’h hag o raktres a chañs/dichañs o tont da zougen ho samm, ha gwelet hoc’h eus ur steredeg pe blanedenn gant ur galon, ur galon kuñv hag izelek ?

Ha setu pezh a lavar Doue a-zivout ar vuhez war-lec’h ar marv, setu e respont d’hon enkrezioù ha d’hor c’hoant-evurusted :

« Setu teltenn Doue e-touez an dud ; ha kampañ a ray en o zouez ; hag int a vo e bobloù, hag eñ, Doue, e-unan, a vo ganto. Ha disec’hañ a raio pep daeraouenn diwar o daoulagad ; hag ar marv ne vo mui anezhañ ; na kañv, na garm, na gloaz ne vo mui anezho, dre ma’z eo tremenet ar bed kentañ. »

Disk, 21,3 4

Diskuliadur Sant Yann eo al levr diwezhañ eus ar pezh a anver, gant an Avieloù hag al Lizhiri, an Testamant Nevez.


Tad Erwan de Boisredon
ha
Hervé-Marie Catta
Lakaet e brezhoneg gant Tad Job LEC’HVIEN


Copyright © AVM 1997-2003. Tous droits réservès.  - écrivez-nous!