MAEN-BEZ ADAM HAG EVA
|
Ar stankenn-se, piv en deus anaoudegezh anezhi ? Rozvilioù, ar maner kaer,a oa damdost en he c'hreiz. Eus e brenester bihan, war-laez, e weled en tu-hont d'an draonienn,ar C'hoad a-dal, a-zehou, a-gleiz. Gant lunedenn-hirwel ar verdeadurezh e tizoloed gwez ar c'hoad en o livioù glas-orin, damvelenaet a-wechoù amañ hag a-hont . En dias, e-touesk ar gwez e rede ar ruzelenn, deuet eus al lamm-dour dre bradeier Linglae.
Dres e troad hor c'hêr , e treuzed anezhi war vein a c'halle bezañ ken kozh hag ar rag-istor, met a blijo dalc'hmat d'ar vugale dreistlammat. War-lerc'h an doullenn-se, e troe un tamm ar wazhig en ul ledanaat a-boan ar stankenn , tra ma pigne eus ar vilin krapenn vras Kerbernez.
A-hed-pad e kejed gant taolioù-maen Gwaremon, peulvanoù sanket er brugeier, hag an hini brasañ holl anezho, e-krec'h du-se, a-us d'ar gwez. Dre-holl , e-kreiz ar parkoù hag ar c'hoadoù , greunvein bras dilezet gant an diaouligoù,da vare savidigezh Rozvilioù.
Saonenn sioul chomet ken dianav hiziv evel dec'h, nemet gant ar pemp feurm ouzh he ribloù : Linglae, Rozvilioù, Gwaremon, Kerbernez ha Bourc'hnevez. Sed a oa va dremmwel nemetañ, pa welen an aour o lintrañ e traezhenn an hent,en ur vont etrezek Dant Sant-Servez. An dud vras, avat, o deus diskleriet din ne oa ket aour kement-se. Chom a rae ganin eta ar peulvanoù, ha ganto e vezen em bleud.
Disoc'h e oa ar brezel abaoe daou vloaz, hag adkempennet en devoa Rene ar Boulc'h feurm va zad-kozh.. Ha d'an hañv, pa zistroemp evit an ehanoù , e teskemp gant Rene,- na petra - an holl draou na vezent ket displegèt mat gant moereb Aliet. Dedennet edon eta gant ar peulvanoù, ha moereb Aliet a zanevelle warno istorioù gouiziek-tre, tamm ebet bourrus erziwezh.
" Rene, ha gwir eo e ya ar peulvanoù da vale e-pad un eur, da nozvezh Pask, hag e c'heller dastum an teñzor, gant monet fonnus ?" A-dra-sur , gwir e oa, danevellet e veze e meur a istor, zoken e Gwened hag e Landerne, hag e lennet am boa va-unan e-barzh ul levr. Hogen ur pizhard eo en devoa kavet an teñzor; ken pell e oa chomet ouzh e sellout hag o lakaat ar pezhioù aour da redek m'en devoa ar peulvan adkemeret e lec'h. hag ar pizhard ne oa ken anezhañ..
Ar pezh a felle din-me gouzout a oa hag-eñ Rene a oa bet eno, pe, ma tegouezfe gantañ mont ar wech kentañ, neuze, marteze, ne rafen tamm trouz ebet, erziwezh e c'hallfe va c'has gantañ .
" A ! Herve, (Rene a c'hwezhe kreñv-kenañ war an H, en doare da zamlavarout Yerve) kement-se am eus kredet pell-amzer, met n'eo ket gwir,nann. Gouzout a rit, bremañ zo daou vloaz, pa'z on bet dieubet diouzh bro-Alamagn e-lec'h me oan prizoniad,, gouzout mat a rit, d'ar Sadorn santel war-lerc'h,ez omp aet di, d,l.e. d'ar Sadorn santel warlene, er bloaz 43, gant Job Prijant hag a oa deuet en-dro eveldon. Hemañ a zo e Lokitou bremañ war ruzelenn Follezou. Neuze 'ta, da noz ez omp aet hon-daou nepell diouzh Rozviliou amañ, a-is d'ar Vourc'hnevez dres e koad bihan Chapel Sant-Erwan. Ac'hane e weled anezho mat-tre, an daou beulvan gevell, evel m'o anver. Kemeret hor boa krampouez ha sistr, rak c'hwi a oar mat n'eo ken ar c'horaiz d'an Sadorn santel. Gant Job hon eus lavaret ar chapeled, rak en traoù-se n'ouzer ket ha n'emañ ket an diaoul o pourmen, eñ ivez , e-tal ar peulvanoù. N'ouzer ket pep tra kennebeut. N'eus forzh penaos, n'eo tamm ebet kement-se a zo c'hoarvezet.
Goude ar chapeled, an noz a oa mouest, ha Job en devoa degaset lambig gantañ gwin-ardant eta. Ha Job da lavarout din evel-se e tomme an dra se dezhañ. Ken mat ha 'm eus evet, me ivez, dam ! Ya ! neuze omp chomet kousket , sur-mat.
" Ur wech tremenet, e oa hanter-noz asur, ha kement-se, Herve , n'am eus morse lavaret , nag ar Prijant kennebeut, met kounan a rin va buhez-pad, ken kaer ha ma oa an traoù . Ur vougenn a save eus ar wazhig ha ne oa ket tev-meurbet. Hag ur sklerijenn a skede war al lec'h m'hon dije dleet gwelout ar peulvanoù gevell. Daoust hag int a oant avat ? Seblantout a raent fiñval dres e-kreiz ar sklerijenn, a yae da'n em goll alese er vorenn tamm-ha-tamm . A-greiz-holl em eus lavaret da Job :" Ha gwelout a rez ar peulvanoù?" Job avat n'en deus ket gallet respont , ha me am eus paouezet da gomz. Ne oa ken eus ar peulvanoù. Evel ma welit ar wezenn-dilh a zo aze e-kichen an ti , Herve, e oa aze ur paotr hag ur plac'h er sklerijenn, gant o divrec'h savet warzu an neñv. Hag en em staget o deus da ganañ, ar vaouez gant ur vouezh, ur vouezh uhel-meurbet, hag ar gwaz gant ur vouezh izel-kenañ, evel ar Rusianed , pe evel an ograou en iliz, d'an deizioù ma c'hoari ha pa vez an tad-kozh Herviou o kas ar Gredo, met kaeroc'h. Dic'halloud en lavarout , Herve. Hag ar vaouez a gane, a gane, uheloc'h-uhelañ eus ur poz d'un all, gant ur vouezh sklaer, laouen, ul levenez a save gant ar c'han. A ! Poan am befe hel lavarout e brezhoneg , hag e galleg diaesoc'h c'hoazh.
Setu ar gerioù evel m'en deus Rene o lavaret din d'an deiz-hañv-se 1947, ha n'em eus ket gallet o ankouaat :
" 0 ! levenez va buhez, levenez evit bepred,
levenez evit va bugale a-hed an amzerioù,
levenez war ar bed hag a strink evel an nevez-hañv a beurbadelezh ! Adam ! setu eñ amañ , gwir Vab hor mibion hag hor merc'hed; 0 ! va mab-bihan, va Dasprener,
Setu te, Mab Mari prometet, Mab Doue !"
Rene a lavare c'hoazh n'o devoa ket, Job hag eñ , gallet padout, e oant bet erziwezh badaouet, lezet war al lec'h gant ar c'han a save, a save.
Kollet ganto o anaoudegezh, moredet hep kousket, e oant savet diwezhatoc'h gant mouested an noz. Aet e oa kuit ar sklerijenn. Beilhal a rae a-nevez ar peulvanoù gevell, mein-bez en o sav etrezek an neñv, e-lec'h ma oa adsavet Adam hag Eva.
Bloavezhioù, bloavezhioù, un hanter-kantved diwezhatoc'h marteze, an istor-se a zo deuet din en-dro. Chomet e oa endonet en ur c'horn eus va eñvor, e-lec'h na zihun an traoù nemet pa'n em gavont gant ul levenez pe ur boan dreistordinal.
Kement-se a c'hoarvezas en abati Sylvanes, p'en devoa kanet dimp ar breur Andrev Gouzes, d'un abadenn-noz, Salve Regina menec'h an Aubrac; ur salve kozh-meurbet o sevel d'ar bolzoù Kisterkiat; ha mouezhioù gourel ar baotred a adkemere o lañs evit lavarout goanag dilavarus ar "Filiae Evae".
Neuze, evel e traonienn gevrinus Kerangle, evel Rene ar Boulc'h, em eus klevet trumm Adam hag Eva o kanañ , levenez an Dasorc'hidigezh .
Bet on a-nevez e stankenn ar peulvanoù. Gwelet em eus ar grapenn a sav etrezek ar goadeg divent e-lec'h ma teu da deuziñ ar menezitoù hersinian.
N'emañ ken Rene e feurm vihan Rozviliou; n'eo ken krennet gantañ kelennenn gozh a gas bremañ he skeud war an ti. ' -
Met pa sellan ar peulvanoù gevell, e welan, hag e lavaran ar gerioù-se a zo chomet em c'horzailhenn abaoe va bugaliezh betek bremañ ; Adam ! Eva ! Ho tasorc'het en deus !
Herve Mari Catta ,here-du 1995